LXVI PSALM.
1En em laouenait e Doué holl zouar.
2Kanit e gloar he hano: roit enor d’ez-han gand ho meuleu-diou.
3Livirit da Zoué: Pegen estlammuz oud Aotrou en nda oberiou! dre da nerz vraz da enehourien en em lakaio da blega d’id.
4Ann holl zouar a azeulo ac’hanod hag a ganô da veuleudi; kana a rint d’as hano. Selah.
5Deuit ha gwelit oberiou Doué: est-lammuz eo enn he guzuliou diwarben bugalé ann dud.
6Hen pehini en deuz troet ar mor enn eunn douar seac’h; hag hi ho deuz treuzet ar ster war droad: eno hon euz en em laoueneet enn-han.
7Hen pehini a zo da Aotrou gand he ners he-unan ha peur-baduz; hag a zell oud ar broadou: ar ré a heg anezhan, na fougeent ket enn-hô ho-unan. Selah.
8O hroadou benni-get hon Doué; ha roit da glevout mouez he veuleudi:
9Hen pehini en deuz roet ar vuez d’hon ené, ha n’en deuz ket lezet hon treid da horjella.
10Rag hon tremenet ec’h euz o Doue: hon tremenet ec’h euz dre ann tân, evel ma tremeneur ann arc’h-ant.
11Hon digaset ec’h euz er roued; enkre-zou ec’h-euz lekeat war hor c’hein.
12Tud ec’h euz lekeat war hon pen-nou; tremenet hon euz dré ann tân, ha dre ann dour; hag ec’h euz hon digaset enn eul leac’h druz.
13Mond a rinn enn da di gand hostivou-losk; peur c’hreat a rinn ar gwestlou em euz great d’id.
14Ho deuz roet da anaout va muzellou; en deuz lavaret va genou em enkrez.
15Kenniga a rinn d’id hostivou-losk a loened lard melek gand moged ann tourzed; kenniga a rinn d’id ejenned gant bouc’hed. Selah.
16Deûit klevit, c’houi holl peré a zouj Doué, hag e livirinn d-e-hoc’h ke-mend en deuz great evit va ené.
17Va genou en deuz kriet out-han, ha va zeôd en deuz he uc’heleet.
18Ma em euz sellet oud ar fallagriez em c’haloun, ann Aotrou na zelaouo ket ouz-in.
19Rak se en deuz Doué selaouet ouz-in, hag en deuz lekeat evez out mouez va feden.
20Benniget ra vezo Doué pehini n’en deuz ket distolet, na tennet he drugarez diwar n’oun.