Psalmou 67
LXVII PSALM.
1R’en devezo Doué truez ouz-omp, ha ra vennigô ac’hanomp: ra skleraio he zrem war-n-omp, ha r’en devezo truez ouz-omp. Selah.
2Evit ma vezo anavezet da hent war ann douar, ha da zilvidigez e touez ann holl vroadou.
3Ra vezi meulet o Doue gand ar boblou: ra vezi meulet gand ann holl boblou.
4R’en em laouenai ha ra drido ar broadou; o veza ma vamez ar boblou gant justis, ha ma renez ar broadou war ann douar. Selah.
5Ra vezi meulet o Doué gand ar boblou: ra vezi meulet gand ann holl boblou.
6Ann douar a roiô he frouez; hon Doué a vennigo ac’hanomp.
7Doué a vennigô ac’hanomp, hag holl harzou ann douar a zoujo anezhan.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.