Psalmou 65
LXV PSALM.
1Meuleudi a c’hor-toz ac’hanod o Doué e Sion; hag e ve roet ar gwestl d’id.
2O Te a selaou ar beden, peb kig a zeuio etrezeg enn-od.
3Ar fallagriezou ho deuz va zrec’het, ho-gen te a netaio ac’hanomp euz hor pec’hejou.
4Gwenvidig eo ann hini ec’h euz dibabet ha digemeret evel ma choumfé enn da leu-riou: karget e vezimp a vadou da di, da dempl santel.
5O Doue hor Salver te a respountô deomp, o c’hober traou spoun-tus enn da justis; te eo, fisians holl harzou ann douar, hag ar ré a zo pell war ar mor:
6Pehini gand he ners a starda ar me nesiou; o veza gou-rizet gand galloud.
7Pehini a zioula trouz ar mor; trouz he goummou ha kef-lusk ar bobl.
8Hag ar ré a choum e harzou ann douar a zo spountet gand da arouesiou: laouanaad a rez ar mintin hag ar pardaez.
9Emwelout a rez ann douar hag e zoura a rez, gand founder euz ster Doué; pehini a zo leun a zour: aoza a rez ed evid ho, rag evelse eo ec’h aozez ann douar.
10Doura a rez he irvi, kompeza a rez he annchou, teneraat a rez gant ar glaou; benniga a rez he gelid.
11Kuruni a rez ar bloaz gand da vade-lezou; ha da wenno-jennou a skūl al lard.
12Skūla a reont war founeier ann dis-trô: hag al levenez a c’hourizo ar c’hrec’h-iennou.
13Ar parkeier ho deuz kalz denved war ho zro; hag ann traoniennou a zo go-loet a ed, ann holl a iouc’ho hag a gano.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.