Psalmou 64
LXIV PSALM.
1Selaou o Doué out va mouez pa bedann; tenn va ené euz a aoun ann ene-bour.
2Difenn ac’hanoun diouc’h kuzul ann dud fall; diouc’h dispac’h ar re a ra falla-griez.
3Rak lammet ho deuz ho zeodou evel eur c’hlezé; stenet ho deuz ho gwarek evit ten-na gand ho zae-siou, geriou a c’houervder.
4Evit tenna e kuz enn-enep ann den dinam: tenna a reont raktal enn he-enep, ha n’ho deuz ket a aoun.
5En em galouneked a reont enn ho gwall sonj: en em guzuliet ho deuz evit kuza ho spiou; hag hi ho deuz lavaret: piou ho gwelo?
6Enkasklout a reont fallagriezou; great o deuz eunn enklask piz: sonjeso-nou kuzet pep unan anezho, hag ho c’ha-loun a zo doun.
7Hogen Doué a denno war-n-ezho gand ho saesiou; enn eunn taol e vezint gouhet.
8Koueza a reont dre ho zeodou ho-unan: ar re holl a welo anezho a dec’ho kuit.
9Ha peh den en de-vezo aoun, hag a em-banno oberiou Doué; hag a boello gant furnez e laboriou.
10Ann den just en em laouenai enn Aotrou, hag a lakai he fisians enn-han, hag ann holl dud eéun en em veulo enn-han.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.