CXXXVI PSALM.
1Meulit-kaer ann Aotrou, rak mad eo; peur-ba-duz eo he drugarez.
2Meulit-kaer Doué anu douéed; rak peur-baduz eo he drugarez.
3Meulit kaer Aotrou ann Aotrounez; rak peur-baduz eo he drugarez.
4Hen eo a ra hé unan burzudou braz; rak peur-baduz eo hé drugarez.
5Hen eo en deuz great ann en̄vou gant fumez; rak peur-ba-duz eo hé drugarez.
6Hen eo en deuz starteet ann douar war ann doureier; rak peur-baduz eo hé drugarez.
7Hen eo en deuz great goulaouenou braz; rak peur-baduz eo hé drugarez.
8Ann heol evit luc’ha e-pad ann deiz; rak peur-baduz eo hé drugarez.
9Al loar hag ar stered evit luc’ha e-pad ann noz; rak peur-baduz eo hé drugarez.
10Hen eo en deuz skoet war ann Ejipt gand he ré genta ganet, rak peur-baduz eo hé drugarez.
11Hen eo en deuz tennet Israel euz ho zouez; rak peur-haduz eo hé drugarez.
12Gaud eunn dourn kré, hag eur vreac’h uc’hel; rak peur-ha-duz eo he drugarez.
13Hen eo en deuz rannet ar môr Ruz e daouhanter; rak peur-haduz eo hé drugarez.
14Hag a lekeaz Israel d’he dreuzi; rak peur-haduz eo he drugarez.
15Hag a ziskaraz Faraon hag hé armé er môr Ruz; rak peur-baduz eo hé drugarez.
16Hen eo en deuz kaset hé bobl a-dreuz d’ann distro; rak peur-baduz eo hé drugarez.
17Hen eo en deuz skoet gant rouéed braz: rak peur-baduz eo bé drugarez.
18Hag en deuz lazet rouéed kré; rak peur-baduz eo hé drugarez.
19Séhon, roué ann Amorreed; rak peur-baduz eo he drugarez.
20Hag Og roué Basan; rak peur-baduz eo he drugarez.
21Hag en deuz roet ho douar da veza tra Israel; rag peur-baduz eo he drugarez.
22Tra da Israel he zervicher; rak peur-baduz eo hé drugarez.
23Rag en hor stadizel en deuz bet sonch ac’hanomp; rak peur-baduz-eo he drugarez.
24Hag en deuz hon dasprenet diouc’h hon enebourien; rak peur baduz eo hé drugarez.
25Hen eo a ro boed d’an holl gik; rak peur-baduz eo he drugarez.
26Meulit-kaer Doué ann env; rak peur-baduz eo hé drugarez.