Psalmou 137
CXXXVII PSALM.
1War harz steriou Babilon, eno omb bet azezet, hag hon euz skulet daelou, pa eo deuet sonch d’e-omp euz a Zion.
2Skourret hon euz hon telennou oud ann halek a zo enn he greiz.
3Rag ar ré ho doa hor c’haset e sklaverez a c’houlenné digan-e-omp ma kanchemp, eno; hag ar re ho doa hor skrapet a lavare: Kanit d’e-omp unan bennag euz a ganaou-ennou Sion.
4Penaoz e kanimp-ni kanaouen ann Aotrou enn eur vro a-ziaveaz.
5Ma ankounac’ha-ann ac’hanod o Ieruzalem, ra vezo lekeat va doum deou e an-kounac’h.
6R’en em stago va zeod out va staon, ma n’em euz ket a sonc’h ac’hanod; ma na la-kaan ket Ieruzalem e penn va levenez.
7Az pez sonch Aotrou, euz a vipien Edom e deiz Ieruzalem peré a lavaré: Dispennit, dispennit beteg ann diazez anezhi.
8O merc’h rewzeudik Babylon, te a dle beza distrujet; euruz e vezo ann hini a zistolo d’id ar pez ec’h euz great d’e-omp.
9Euruz e vezo ann hini a gemero da vu-galigou, hag ho stlapo oud ar vein.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.