CXXXV PSALM.
1Meulit ann Aotrou; meulit hano ann Aotrou; c’houi (a zo) he zervicherien.
2Choui peré a cho-um e ti ann Aotrou, é porchedou ti hon Doué.
3Meulit ann Aotrou; rak mad eo ann Aotrou; kanit he ha-no, rak kaer eo.
4Rag ann Aotrou en deuz kemeret Iakob evit-han̄ he unan, hag Israel evid he densor a dalv kalz.
5Rak me em euz anavezet penaoz eo braz ann Aotrou, ha ma eo hon Doué dreist ann holl zoueed.
6Ar pez a garé en deuz great ann Aotrou enn en̄v, enn douar, er mor, hag enn holl leac’hiou doun.
7Lakaat a ra ar vogedennou da zevel a benn ann douar; trei a ra ar gurun e glao; tenna a ra ann avel euz he denzoriou.
8Hen̄ en deuz skoet ar ré genta ganet euz ann Egipt, adaleg ann den beteg al loen.
9Hen en deuz kaset arouesiou, ha burzudou enn da greiz o Egipt, a enep Faraon, hag a-eneb he holl zervicherien.
10Hen̄ en deuzskoet war galz a vroadou; hag en deuz lazet rouéed kré.
11Sehon, roué ann Amorreed, hag Og, roué Basan, hag holl rouantelesiou Kanaan.
12Hag en deuz roet ho douar da veza tra, tra Israel he bobl.
13Da hano Aotrou, a bado da vikenn; aun envor ac’hanod a ielo a rumm-da-rumm.
14Rag ann Aotrou a varno he bobl, hag en devezo truez oud he zervicherien.
15Skeudennou ar broadou eo archant liag aour, labour da-ouam ann dud.
16Eur genou ho deuz, ha na gomzint, ket; daoulagad ho deuz, ha na welint ket;
17Diskouarn ho deuz, ha na glevint ket; rak neuz ked a chouez a vuez enn ho genou.
18Ar ré ho gra bezet henvel out-ho hag ar ré holl a laka ho fisians enn-ho.
19Ti Israel bennig ann Aotrou. Ti Aaron, bennig ann Aotrou.
20Ti Levi, bennig ann Aotrou, choui peré a zouj ann Aotrou, bennigit ann Aotrou.
21Bennigit ra vezo ann Aotrou euz a Zion, hen a choum e Ieruzalem. Meulit ann Aotrou.