Psalmou 123
CXXIII PSALM.
1Sevel a rann va da-oulagad, etrezeg enn-od, te a zo o-choum enn envou.
2Chetu, evel ma ema daoulagad ar mevellou war zaouarn ho mistri; evel ma ema daoulagad ar vatez war zaouarn be mestrez; evel-se ema hon daoulagad etrezeg ann Aotrou hon Doué, ken n’en devezo truez ouz-omp.
3Az pez truez ouz-omp, Aotrou, az pez truez ouz-omp: rak leun omp a vez.
4Rak leun barr eo hon ené, gand disme-gans ar ré binvidik, ha gant faé ar ré rok.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.