Psalmou 124
CXXIV PSALM.
1Ma na vijé ket bet ann Aotrou gan-e-omp, ra lavaro Israel brema,
2Ma na vijé ket bet ann Aotrou gan-e-omp pa zavé ann dud enn hon enep:
3Neuzé ho devijé hol lounket ez-beo: pa eo savet ho c’hou-nar war-n-omp:
4Neuze ann doureier ho devijé hor beuzet, ha gant ar froud e vijé bet treu-zet hon ené.
5Neuze e vijé bet treuzet hon ené gant doureier kresket.
6Benniget ra vezo ann Aotrou, pehini n’en deuz ket hor roet da breiz d’ho dent.
7Va ené a zo eat kuit evel eul labous euz a lindag ar cha-sourien: al lindag a zo torret ha ni a zo tennet a boan.
8Hor skoazel a zo é hano ann Aotrou, pehini en deuz great ann env hag ann douar.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.