Psalmou 122
CXXII PSALM.
1En em laoueneet ounn p’am beuz klevet lavaret: Da di ann Aotrou ez aimp.
2Hon treid a zo bet choumet enn da bor-chedou o Ieruzalem.
3Ieruzalem a zo savet evel eur gear, a zo unan etre-z-bo kement tra a zo enn-hi:
4Rag eno eo e piné ar breuriezou, breuriezou ann Aotrou, testeni Israel, evit meuli bano ann Aotrou.
5Rag eno eo diaze-zet troniou ar varn, troniou ti David.
6Pedit evit kement a c’hell digas ar pe-oc’h e Ieruzalem: ha bezet founnuz peptra d’ar ré a gar ac’hanod.
7Ra vezo ar peoch enn da nerz; hag ar founder enn da dou-riou.
8Evit mad va breu-deur, ha va c’herent, bezet ar peoc’h gan-ez.
9Me a glasko ober vad d’id, evit mad ti ann Aotrou hon Doué.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.