Titus 2
CHABISTR II.
1Mes te, prezeg an traou a gonven d’ar gelennnadurez vad. 2Ra vezo an dud koz moderet, ra vezint tud a zoare, prudant, iac’h er feiz, er garantez, er batianted. 3Ra vezo ar gragez avanset en oad doareet‐mad ive, evel ma tere ouz ar zantelez; ra ziwallint da veza droug‐prezegerezed, na re douget d’ar gwin; ra roint kelennadurez vad; 4evit ma lakaint ar gragez yaouank da garet ho friejou, da garet ho bugale; 5da veza fur, chast, da ziwall ho zi; da veza leun a vadelez, da zenti euz ho friejou; evit na vezo ket drougkomzet a enep ger Doue. 6Exhort ive an dud yaouank da veza fur, 7o rei da‐unan en pep tra ar skouer euz an œuvrou mad, dre ar burete euz da zoctrin, ha dre ar furnez euz da gomportamant, gant eur gomz iac’h, 8ha na ve kavet abec e‐bed enhi, evit ma vezo confontet an enebourien, dre n’ho devezo droug e‐bed da lavaret divar ho pen. 9Lavar d’ar mevelien senti ouz ho mistri, ha labourad da blijoud dezhe e pep tra, hep ho dislavaret; 10diwall da laeres netra, mes beza fidel e pep tra, evit ma lakint henori en pep tra doctrin Doue hor Zalver.
11Rag gras Doue, evit silvidigez an holl dud, a zo bet diskouezet; 12ha diski a ra deomp e tleomp dilezel an impiete ha dezirou ar bed, ha beva, er vuez‐man, en demperans er justis, hag er biete; 13o c’hortoz an esperans eürus, hag an diskouezidigez euz a c’hloar hon Doue braz ha Salver Jesus‐Christ, 14pehini a zo en em roet he‐unan evidomp, evit hor prena euz a bep droug hag hor purifia, hag evit ober dezhan he‐unan eur bobl choazet, douget evit an œuvrou mad.
15Desk an traou‐man d’an dud, exhort, ha repren anezhe gant peb otorite. Diwallo den da zisprija ac’hanoud.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.