CHABISTR I.
1Paol, servicher Doue, hag abostol Jesus‐Christ evit annons ar feiz euz ar re choazet gant Doue, hag evit rei da anaoud ar wirionez, pehini a zo hervez ar biete, 2en esperans euz ar vuez eternel prometet, araog an amzeriou eternel, gant Doue, pehini na hell ket lavaret gevier; 3ha pehini, en amzer merket ganthan, hen deuz diskouezet he c’her, em euz bet ar garg da brezeg, hervez an urz a Zoue hor Zalver, 4da Ditus, va gwir vab hervez ar feiz commun etrezomp: Gras, trugarez ha peoc’h a‐berz Doue an Tad, hag an Aotrou Jesus‐Christ hor Zalver!
5Ar pez a zo caoz ma em euz da lezet en Cret, eo evit ma peur‐reizi an traou a choum da lakaad en urz, hag evit ma likii re Ancien en pep kear, evel ma em euz gourc’hemenet d’id, 6mar d’euz unan‐benag divlam, pried da eur vreg hep‐ken, o kaout bugale fidel, ha na vezint ket tamallet da veza direiz, na dizent. 7Rag red eo d’an eskop beza divlam, evel eur servicher da Zoue; red eo ne vez ket fizius enhan he‐unan, na colerus, na douget d’ar gwin, na ter, na douget d’ar c’hounidegez disleal; 8mes, er c’hontrol, red eo dezhan beza pront da zigemer en he di, karet an dud vad, beza fur, just, 9santel moderet, o terc’hel stard en doctrin gwirion pehini a dle beza kelennet, evit ma vezo goest, ken da exhorti, hervez an doctrin vad, ken da zigas d’ar feiz ar re a stourm outhi.
10Rag beza ez euz kalz, dreistholl e‐touez ar re circonciset, hag a zo dizent, leun a gomzou goullo hag a c’hevier, da bere ez eo red serri ho genou; 11pere a goll famillou zo‐ken, o tiski evit eur c’hounidegez mezus traou ha n’int ket deread. 12Unan euz ho zouez, ho frofet ho‐unan, hen deuz lavaret: Ar Greted a zo bepred gaouiad; gwall loened, kofou didalvez. 13An desteni‐ze a zo gwirion. Abalamour da ze, repren anezhe rust, evit ma teuint da veza iac’h er feiz, 14heb en em rei da fablennou ar Judevien, na da urzou tud, pere a dro kein d’ar wirionez. 15Gwir eo penaos, evit ar re a zo pur, pep tra a zo pur; mes n’ euz netra a bur evit ar re impur ha difeiz; er c’hontrol, ho spered hag ho c’houstians a zo souillet. 16Ober a reont profession da anaoud Doue, mes dre ho oberou e nac’hont anezhan, o veza tud kassaüs, dizent, ha na hellont ober tra vad e‐bed.