CHABISTR III.
1Digas sonj dezhe da blega d’ar brinsed ha d’an otoriteou, da zenti outhe, da veza prest da bep œuvr vad; 2da ziwall euz an droug‐prezegerez divarben den, hag euz ar chican, da veza moderet, da ziskouez eun dousder barfet e‐kenver an holl.
3Rag ni ive, a oa gwech‐all diskiant, dizent, dihenchet, pleget dindan gwall‐ioulou ar c’horf, ha kement tra a roe plijadur, o veva er fallentez hag en anvi, dign a gassoni, ha leun a gassoni an eil a‐enep egile. 4Mes pa eo bet diskouezet madelez ha karantez Doue hor Zalver e‐kenver an dud, hen hen deuz hor zaveteet, 5n’e ket abalamour d’an oberou a justis hor bije great, mes hervez he drugarez, dre ar vadiziant euz an eil c’hinivelez, hag en eur renevezi ac’hanomp dre ar Spered‐Santel, 6hen deuz skulliet varnomp en abondans, dre Jesus‐Christ hor Zalver; 7evit, o veza justifiet dre he c’hras, ma vijemp great, hervez hon esperans, heritourien euz ar vuez eternel.
8Ar gomz‐man a zo gwir, hag e fell d’in e teufez da assuri stard an traou‐man, evit ma teui ar re ho deuz credet en Doue da lakaad evez, ha d’en em rei d’an oberou mad; setu aze an traou a zo mad ha talvoudec d’an dud. 9Mes diwall ouz ar c’histionou foll, al lignezou, an disputou hag ar c’hontestationou divarben al lezen; rag kement‐se a zo vên ha n’eo mad da netra. 10Pella diouz an den a zo heretic, goude ma’z pezo exhortet anezhan eur vech pe diou; 11o c’houzout penaos eun hevelep den a zo troet fall, ha penaos e pec’h, oc’h en em gondaoni he‐unan.
12Pa gassin d’id Artemas, pe Tychikus, hast‐affo dond d’am c’havoud da Nicopolis; rag decidet oun da dremen ar goanv eno. 13Bez aketus da ziambrouga en hent Zenas, an doctor euz al lezen, hag Apollos, evit na vanko netra dezhe. 14Ha ra zesko ive hon re‐ni d’en em rei d’an oberou mad, pa c’hoarvez dienez, evit na choumint ket hep frouez. 15Ar re holl a zo ganen a zalud ac’hanoud. Salud ive ar re a gar ac’hanomp er feiz. Ar c’hras ra vezo ganeoc’h holl! Amen.