CHABISTR IX.
1Koulskoude Saul, ar gourdrouz hag ar vuntrerez o vervi bepred enhan a‐enep diskibien an Aotrou, a ieaz da gavoud ar beleg‐braz, 2hag a c’houlennaz diganthan lizerou evit sinagogou Damas, evit gallout, mar kavje tud euz ar greden‐ze, goazed pe verc’hed, ho digas stag da Jerusalem. 3Ha pa oa en hent, ha ma tostae da Zamas, en eun taol, eur sclerijen euz an env a lugernaz en‐dro dezhan. 4Hag o veza kwezet d’an douar, e klevaz eur vouez hag a lavare dezhan: Saul, Saul, perag e persecutez‐te ac’hanoun? 5Hag hen a respontaz: Piou oud‐de, Aotrou? Hag an Aotrou a lavaraz: Me eo Jesus emoud o persecuti; kaled e vez d’id stourm ouz ar broudou. 6Neuze, spountet‐holl hag en eur grena, e lavaraz: Aotrou, petra a fell d’id a rafen? Hag an Aotrou a lavaraz dezhan: Sav, ha kea en kear hag eno e vezo lavaret d’id petra a zo red d’id da ober. 7Hogen, an dud a oa o vond assambles ganthan a choumaz en ho za mut gant ar souez, o klevet mad ar vouez, mes hep gwelet den. 8Ha Saul a zavaz divar an douar, hag o veza digoret he zaou‐lagad, ne vele den; int a renaz eta anezhan dre he zorn, hag a gassaz anezhan da Zamas. 9Hag e oe tri devez hep gwelet, hag hep debri nag eva.
10Hogen bez’ e oa en Damas eun diskibl, hanvet Ananias. An Aotrou a lavaraz dezhan en eur vizion: Ananias! Hag hen a respontaz: Setu me aman, Aotrou. 11Hag an Aotrou a lavaraz dezhan: Sav, ha kea er ru a hanver ar ru Eün, ha goulen en ti Judas eun den hanvet Saul, euz a Dars; rag setu ema o pedi. 12Gwelet hen deuz en eur vizion eun den hanvet Ananias oc’h antren, hag hen deuz astennet he zaouarn varnezhan, evit ma kavo ar gwelet. 13Mes Ananias a respontaz: Aotrou, klevet em euz gant meur a hini divarben an den‐ze, pegement a zroug hen deuz great d’az Sent en Jerusalem. 14Ha bez’ hen deuz aman ar galloud, euz a‐berz prinsed ar veleien, da eren ar re holl a c’halv da hano. 15Mes an Aotrou a lavaraz dezhan: Kea; rag an den‐ze a zo eun instrumant em euz choazet, evit dougen va hano dirag ar Jentiled, dirag ar rouane ha dirag bugale Israel; 16ha me a ziskouezo dezhan pegement e rank souffr evit va hano.
17Ananias eta a ieaz kuit, hag o veza antreet en ti, ec’h astennaz he zaouarn varnezhan, en eur lavaret: Saul, va breur, an Aotrou Jesus, pehini a zo en em ziskouezet d’id en hent dre behini e oaz o tond, hen deuz va digasset evit ma kavi ar gwelet, ha ma vezi leuniet euz ar Spered‐Santel. 18Ha kerkent e kwezaz euz he zaou‐lagad evel skant, ha rag‐tal, e kavaz ar gwelet; ha neuze e savaz, hag e oe badezet.
19Hag o veza kemeret boued, e teuaz nerz dezhan. Ha Saul a choumaz eun neubeud deiziou gant an diskibien pere a oa en Damas. 20Ha rag‐tal e prezegaz er sinagogou, e oa Jesus Mab Doue. 21Hag ar re holl a gleve anezhan a oa souezet hag e lavarent: Ha n’e ket hennes eo a bersecute en Jerusalem ar re a c’halve an hano‐ze, hag a oa deuet aman evit ho c’has chadennet da brinsed ar veleien? 22Hogen Saul a grenvae mui‐oc’h‐mui, hag a drec’he ar Judevien a oa o choum en Damas, o prouvi e oa Jesus ar C’hrist.
23Eun neubeud amzer goude, ar Judevien en em guzuliaz assambles evit lakaad Saul d’ar maro. 24Mes ho c’homplot a oe roet da anaoud dezhan. Hogen, ar re‐man a ziwalle noz‐deiz an norojou, evit gallout hen laza. 25Mes an diskibien a gemeraz anezhan en noz, hag hen diskennaz a‐hed ar voger, en eur baner.
26Ha pa oe erruet Saul en Jerusalem, e klaske en em unani gant an diskibien; mes holl ho doa aoun arazhan, o veza na gredent ket e oa eun diskibl. 27Neuze Barnabas a gemeraz anezhan hag hen kassaz d’an ebestel, hag a gontaz dezhe penaos an Aotrou a oa en em ziskouezet dezhan en hent, hag hen doa komzet dezhan; ha penaos hen doa komzet gant hardiegez en Damas en hano Jesus. 28Adaleg neuze e oa ganthe, o vond hag o tond en Jerusalem, hag e komze heb aoun en hano an Aotrou Jesus; 29komz ha disputi a rea gant ar Greked; mes ar re‐man a glaske an tu da lemmel he vuez diganthan. 30Pa ouezaz ar breudeur kement‐se, e tigasjont anezhan da Cezare, hag hen kasjont da Dars.
31Koulskoude, an Ilizou dre an holl Jude, ar C’halile hag ar Samari a oa en peoc’h, o veza edifiet hag o vale en doujans an Aotrou; hag e creskent dre zicour ar Spered‐Santel.
32C’hoarvezoud a reaz, pa oa Per ouz ho bizita holl, ma teuaz ive etrezeg ar Zent a oa o choum en Lydda. 33Hag e kavaz eno eun den, hanvet Eneas, gourvezet var eur gouele eiz vloaz a oa, ha klanv gant ar paralizi. 34Ha Per a lavaraz dezhan: Eneas, Jesus, ar C’hrist, a iac’ha ac’hanoud; sav, ha gra da vele. Ha rag‐tal e savaz. 35Hag ar re holl a oa o choum en Lydda hag en Saron, a velaz anezhan, hag e tistrojont ouz an Aotrou.
36En Joppe e oa eur vaouez diskibl, hanvet Tabitha, da lavaret eo, en grek, Dorcas, (heiezic). Hou‐man a rea kalz a œuvrou mad hag a aluzennou. 37Kweza a reaz klanv en amzer‐ze, hag e varvaz. Ha goude m’ho doe he gwalc’het, e lekejont anezhi en eur gambr huel. 38Ha dre ma ema Lydda e‐kichen Joppe, an diskibien, o veza klevet e oa Per eno, a gassaz daou zen etrezeg enhan d’hen pedi da zond hep dale d’ho c’havout. 39Per a zavaz, hag a ieaz ganthe. Ha pa oe erruet, e kasjont anezhan er gambr huel; hag an holl intanvezed a dostaaz outhan, en eur wela, hag en eur diskouez dezhan pegement a zaeou hag a zillad a rea Dorcas, pa oa ganthe. 40Ha Per, o veza kasset anezhe holl er meaz, a ieaz var he zaoulin hag a bedaz; neuze o trei varzu ar c’horf, e lavaraz: Tabitha, sav. Hag hi a zigoraz he daou‐lagad, hag o veza gwelet Per, e savaz en he c’houaze. 41Ha Per, o rei dezhi he zorn, a zavaz anezhi, hag, o veza galvet ar Zent hag an intanvezed, e lakeaz anezhi beo dirazhe. 42Kement‐man a oe anavezet dre Joppe holl; ha kalz a gredaz en Aotrou. 43Ha Per a choumaz meur a zevez en Joppe, e ti eur certen Simon, a oa kivijer.