CHABISTR VIII.
1Hogen, Saul hen doa consantet d’he varo. Hag an deiz‐ze e c’hoarvezaz eur bersecution vraz a‐enep Iliz Jerusalem; hag e oent holl disperset, nemed an ebestel, dre vroiou ar Jude hag ar Samari.
2Ha tud a zoujans Doue a sebeliaz Stefan, hag a reaz eur c’haon braz dezhan. 3Ha Saul a wall‐gasse an Iliz, oc’h antren en tiez; hag o treina dre fors ar oazed hag ar gragez, e stlape anezhe er prizon.
4Ar re a oa bet disperset, a iea eta euz an eil plas d’egile, an eur annons ar c’helou mad euz ar Ger.
5Hogen, Philip o veza diskennet en eur gear euz ar Samari, a brezegaz eno ar C’hrist.
6Hag ar bobl, holl a‐unan, a rea evez ouz an traou a lavare Philip, o klevet, hag o velet ar burzudou a rea. 7Rag ar sperejou impur a iea, en eur grial krenv, er meaz euz a veur a hini hag a oa dalc’het ganthe; ha kalz a dud paralitic hag a re gam a oe iac’heet. 8Kement‐man a lakeaz eur joa vraz er gear‐ze. 9Hogen, beza e oa diagent, er gear‐ze, eun den hanvet Simon, oc’h ober sorserach, hag a douelle ar bobl euz a Samari, o klask tremen evit eur personach braz.
10An holl a oa douget dezhan, braz ha bihan; hag e lavarent: He‐man eo ar galloud braz a Zoue. 11Hag e oent troet en tu ganthan, dre m’hen doa abaoe pell amzer estonet anezhe gant he zorserez. 12Mes, pa ho doe credet da Philip, pehini a brezege ar c’helou mad euz ar pez a zell rouantelez Doue hag hano Jesus‐Christ, e oent badezet, goazed ha merc’hed. 13Ha Simon he‐unan a gredaz ive, ha goude ma oa bet badezet, ne bellae ken diouz Philip; hag o velet ar miraclou hag ar burzudou braz a vije great, e oa souezet meurbed.
14Koulskoude, an ebestel a oa en Jerusalem, o veza klevet hen doa recevet ar Samari ger Doue, a gassaz di Per ha Ian, 15pere, o veza deuet, a bedaz evithe, evit ma recevjent ar Spered‐Santel. 16Rag ne oa ket c’hoas diskennet var hini anezhe; mes badezet hep‐ken e oant bet en hano an Aotrou Jesus. 17Neuze an ebestel a astennaz ho daouarn varnezhe, hag e recevjont ar Spered‐Santel.
18Mes Simon, o velet e oa roet ar Spered‐Santel dre an ebestel oc’h asten ho daouarn var an dud, a ginnigaz arc’hant dezhe, 19en eur lavaret: Roit d’in‐me ive ar galloud‐ze, evit ma teui kement hini a astennin va daouarn varnezhan da receo ar Spered‐Santel. 20Mes Per a lavaraz dezhan: Ra berisso da arc’hant assambles ganez, pa c’heuz credet ec’h heller prena donezon Doue gant arc’hant. 21N’ec’h euz na perz na loden e‐bed en affer‐man; rag da galon n’e ket eün dirag Doue. 22Bez keuz eta euz da fallagriez, ha ped Doue, evit ma vezo pardonet d’id, mar d’eo possubl, ar sonjezon‐ze euz da galon. 23Rag gwelet a ran ez oud en eur vestl c’houero meurbed hag en liammou ar fallagriez. 24Mes Simon a respontaz hag a lavaraz: Pedit c’houi an Aotrou evidoun, evit na c’hoarvezo netra ganen euz ar pez hoc’h euz lavaret.
25Goude beza eta roet testeni hag annonset ger an Aotrou, e tistrojont da Jerusalem, hag e prezegjont an Aviel en kalz euz a vourkou ar Samaritaned.
26Hogen eun eal euz an Aotrou a gomzaz ouz Philip, hag a lavaraz dezhan: Sav, ha kea var‐zu ar c’hreisteiz, var an hent dezert a zisken euz a Jerusalem da Gaza. 27Hen a zavaz, hag en em le‐keaz en hent. Ha setu, eun den euz an Ethiopi, eun eunuk, ministr braz a Gandas, rouanez an Ethiopi, lakeat da c’houarn he zenzoriou holl, hag a oa deuet da Jerusalem evit adori, 28a oa o tistrei d’ar gear, azezet var he garros, o lenn ar profet Izaias. 29Neuze ar Spered a lavaraz da Philip: Tosta, ha kea beteg ar c’harros‐se. 30Ha Philip a ziredaz, hag a glevaz anezhan o lenn ar profet Izaias; hag e lavaraz dezhan: Hag intent a rezte mad ar pez a lennez? 31He‐man a respontaz dezhan: Ha penaos ec’h hellfen‐me intent, ma ne deu unan‐benag d’am c’helen? Hag e pedaz Philip da zevel, ha da azeza en he gichen. 32Hogen, ar pennad e oa o lenn euz ar Scritur, a oa he‐man: Evel eun danvad eo bet kasset d’ar gigerez; hag evel eun oan mud dirag an hini a dle hen touza, n’hen deuz ket digoret he c’henou. 33He gondaonation a zo bet savet divarnezhan en he izelder. Mes piou a hello counta an deveziou euz he vuez? Rag he vuez a zo bet lammet divar an douar. 34Neuze an eunuk, o komz, a lavaraz da Philip: Me az ped, divarben piou e lavar ar profet an dra‐ze? Euz anezhan he‐unan, pe euz a eun all‐benag? 35Neuze Philip, o komz outhan, hag o commans dre ar c’homzou‐ze euz ar Scritur, a brezegaz dezhan Aviel Jesus.
36Hag evel ma’z eent gant ho hent, ec’h arrujont e leac’h ma oa dour; hag an eunuk a lavaraz: Setu aman dour, petra a vir na ven badezet? 37Ha Philip a lavaraz dezhan: Mar credez a‐greiz da galon, permetet eo d’id. Hag hen o respont, a lavaraz: Credi a ran ez eo Jesus‐Christ Mab Doue. 38Hag e c’hourc’hemenaz arreti ar c’harros; hag e tiskenjont ho daou en dour, Philip hag an eunuk; ha Philip a vadezaz anezhan. 39Mes pa oent deuet er meaz euz an dour, Spered an Aotrou a zavaz Philip ac’hane, hag an eunuk n’hen gwelaz ken, hamond a reaz en he hent laouen braz; 40mes Philip en em gavaz en Azot; hag en eur dremen, e prezege an aviel en holl geariou, bete ma teuaz da Cezare.