CHABISTR X.
1En Cezare e oa eun den hanvet Corneil, eur c’hantener en eur gohort galvet Italianes. 2Den a religion hag a zoujans Doue e oa, hen hag he holl famill; ober a rea ive aluzennou braz d’ar bobl, hag e pede Doue heb ehan. 3He‐man a velaz sclear en eur vizion, var‐dro an naoved heur euz an deiz, eun eal a‐berz an Aotrou oc’h antren en he di, hag a lavaraz dezhan: Corneil! 4Hag hen o sellet piz ouz an eal, hag o veza spountet holl, a lavaraz: Petra a zo, Aotrou? Hag an eal a lavaraz dezhan: Da bedennou ha da aluzennou a zo savet dirag Doue, ha bet hen deuz sonj anezhe. 5Kas eta breman tud da Joppe, ha digemen Simon, pehini a zo les‐hanvet Per. 6He‐man a zo o choum e ti eun den hanvet Simon, eur c’hivijer, a zo he di tost d’ar mor; hennes eo a lavaro d’id petra a zo red d’id da ober. 7Pa oe eat kuit an eal a gomze ouz Corneil, he‐man a c’halvaz daou euz he zervicherien hag eur zoudard a zoujans Doue, euz ar re a choume bepred en he gichen, 8ha goude m’hen doa discleriet dezhe kement a oa erruet, e kassaz anezhe da Joppe.
9An deiz varlerc’h, evel ma oant en hent, ha ma tostaent ouz kear, Per a bignaz var lein an ti, var‐dro ar c’houec’hved heur, da bedi. 10Hag e teuaz naoun dezhan, hag e fellaz dezhan dibri; mes e‐pad ma oat o prepari boued dezhan, he spered a oe ravisset. 11Gwelet a reaz an env digor, hag eun dra henvel ouz eun doubier vraz dalc’het dre he fevar c’horn, hag a ziskenne etrezeg an douar; 12hag en doubier‐ze e oa a bep seurt anavaled a bevar droad, ha loened gwez, hag amprevaned euz an douar, ha lapoused an env. 13Hag eur vouez a lavaraz dezhan: Sav, Per, laz, ha debr. 14Mes Per a respontaz: Nann, Aotrou; rag biskoas n’em euz debret netra hag a vez impur pe souillet. 15Ar vouez a lavaraz dezhan c’hoas evit an eil gwech: Na gemer ket evit impur ar pez a zo bet lakeat neat gant Doue. 16An dra‐ze a c’hoarvezaz teir gwech; ha goude‐ze an doubier a oe savet adare en env.
17Evel ma oa Per nec’het evit gouzout petra a zinifie ar vizion hen doa bet, setu an dud a oa bet digasset gant Corneil, o veza goulennet e pe leac’h e oa ti Simon, en em gavaz e‐tal an nor. 18Ha goude beza galvet, e c’houlenjont ha Simon les‐hanvet Per a oa o choum eno. 19Hag evel ma oa Per o sonjal er vizion, ar Spered a lavaraz dezhan: Setu aze tri den o klask ac’hanoud.
20Sav eta, disken, ha kea ganthe hep stourm tam e‐bed; rag me eo em euz ho digasset. 21Neuze Per a ziskennaz da gavoud an dud a oa digasset dezhan euz a‐berz Corneil, hag a lavaraz dezhe; Setu me aman; me eo an hini a glaskit; evit petra oc’h‐hu deuet? 22Ar re‐man a lavaraz: Corneil, ar c’hantener, eun den just hag a zoujans Doue, hag a vrud vad e‐touez holl bobl ar Judevien, a zo bet avertisset a‐berz Doue gant eun eal santel, da lakaad kerc’had ac’hanoud d’he di, evit ma klevo ar pez a lavari dezhan. 23Per eta, o veza great dezhe antren, a lojaz anezhe; hag an deiz varlerc’h en em lekeaz en hent da vond ganthe, o kemer ganthan unan‐benag euz a vreudeur Joppe. 24An deiz varlerc’h ec’h antrejont en Cezare. Hogen, Corneil oa o c’hortoz anezhe gant he gerent hag he vignoned brassa, hen doa galvet assambles. 25Hag evel ma oa Per oc’h antren, Corneil a zeuaz d’he zialben, hag oc’h en em deurel d’he dreid, ec’h adoraz anezhan. Mes Per a zavaz anezhan, 26en eur lavaret: Sav; rag n’ed oun va‐unan nemed eun den. 27Hag en eur gomz outhan ec’h antreaz, hag e kavaz kalz a dud en em dastumet eno.
28Hag e lavaraz dezhe: Gouzoud a rit ez eo difennet da eur Judeo darempredi eun estranjour, pe mond d’he di; mes Doue hen deuz diskouezet d’in na dlean henvel den e‐bed impur pe souillet. 29Dre‐ze, pa’z oun bet digemenet ez oun deuet hep stourm e‐giz e‐bed. Goulen a ran eta diganeoc’h evit petra hoc’h euz great d’in dond aman. 30Neuze Corneil a lavaraz: Breman zo pevar devez, d’an heur‐man, e oann o iun hag o pedi em zi d’an naoved heur, ha setu ma en em brezantaz en eun taol dirazoun eun den gwisket skedus, hag a lavaraz: 31Corneil, da beden a zo bet selaouet, ha Doue hen deuz bet sonj euz da aluzennou. 32Kas eta da Joppe, ha digemen aman Simon, a zo les‐hanvet Per; ema o choum e ti Simon, kivijer, e‐tal ar mor; hennes, pa vezo deuet, a gomzo ouzid. 33Kasset em euz eta rag‐tal tud d’az kavout, ha mad ec’h euz great dond. Setu ni eta holl breman prezant dirag Doue, evit klevet kement a zo bet gourc’hemenet d’id gant Doue. 34Neuze Per, o komz outhe, a lavaraz: Gwelet a ran e gwirionez, penaos Doue na zell ket ouz apparans an dud; 35mes penaos en pep bro, an neb hen deuz doujans evithan hag a ra ar pez a zo just, a zo agreabl dezhan. 36Setu aze ar ger hen deuz roet da vugale Israel, en eur embann ar c’helou mad euz ar peoc’h dre Jesus‐Christ, pehini eo Aotrou an holl. 37Gouzoud a rit petra a zo c’hoarvezet er Jude holl, hag er pen‐kenta er Galile, goude ar vadiziant prezeget gant Ian; 38penaos hen deuz Doue eoliet euz ar Spered‐Santel hag euz a c’halloud Jesus a Nazaret, pehini a iea euz an eil leac’h d’egile en eur ober vad hag en eur iac’haad ar re holl a oa mac’het gant an diaoul; rag Doue a oa ganthan. 39Ha ni a zo testou euz an holl draou hen deuz great, ken e bro ar Judevien ken en Jerusalem. Hen lakeat ho deuz d’ar maro, en eur staga anezhan ouz ar groaz; 40mes Doue hen deuz resussitet anezhan an trede deiz, hag hen deuz permetet ma teuje d’en em diskouez, nann d’an bobl holl, mes d’an testou choazet araog gant Doue; 41deomp‐ni pere hon euz debret hag evet ganthan, goude ma’z eo bet savet a‐douez ar re varo. 42Hag hen deuz gourc’hemenet deomp prezeg d’ar bobl, ha testenia penaos hen eo an hini a zo bet lakeat gant Doue da varner var ar re veo ha var ar re varo. 43An holl brofeted a ro an desteni‐man divar he ben, penaos piou‐benag a gred enhan, a receo dre he hano ar remission euz he bec’hejou.
44Pa oa c’hoas Per o lavaret ar c’homzou‐ze, ar Spered‐Santel a ziskennaz var ar re holl a zelaoue ar pez a lavare. 45Hag an holl dud fidel circonciset, a oa deuet gant Per, a oe souezet, o velet e oa skulliet ive var ar Jentiled an donezon euz ar Spered‐Santel; 46rag ho c’hlevet a rent o komz meur a seurt langach, hag o c’hlorifia Doue. 47Neuze Per a lavaraz c’hoas: Daoust ha den e‐bed a hell refus dour ar vadiziant d’ar re ho deuz recevet ar Spered‐Santel, kerkoulz ha ni? 48Hag e c’hourc’hemenaz ma vijent badezet en hano an Aotrou. Neuze e pedjont anezhan da choum ganthe eun neubeud deiziou.