2Ha Stefan a lavaraz: Tud breudeur ha tadou, selaouit. An Doue a c’hloar en em ziskouezaz d’hon tad Abraham, pa edo er Mezopotami, araog ma teuaz da choum en Carran; 3hag e lavaraz dezhan: Kea er meaz euz da vro hag euz da gerentiach, ha deuz d’ar vro a ziskouezin d’id. 4Neuze e sortiaz euz a vro ar C’haldeed, hag e teuaz da choum en Carran. Ac’hane, goude ma oe maro he dad, Doue a reaz dezhan dond d’ar vro‐man en pehini e choumit breman, 5ha ne roaz dezhan heritach e‐bed enhi, nann zo‐ken eun troatad douar; mes prometi a reaz rei dezhan ar vro‐ze, ha d’he lignez var he lerc’h, petra‐benag n’hen doa bugel e‐bed. 6Ha Doue a gomzaz evel‐hen: Da lignez a ielo da choum en eur vro estranjour, e‐pad pevar c’hant vloaz; hag e vezo rentet en esclavach, ha gwall‐dretet. 7Mes me, eme an Aotrou, a varno ar bobl dindan behini e vezint bet esclaved, ha goude‐ze e teuint er meaz, hag e servichint ac’hanoun el leac’h‐man. 8Neuze e roaz dezhan an allians euz ar circoncision; hag evel‐se hen doe Abraham eur mab, Isaac, hag e circoncisaz anezhan an eizved devez, hag Isaac hen doe Jacob, ha Jacob an daouzec patriarch. 9Hag ar patriarched, dre anvi ouz Josef a verzaz anezhan evit mond d’an Ejypt; mes Doue a oe ganthan. 10Hen delivra a reaz euz he holl afflictionou, hag e roaz dezhan gras ha furnez dirag Pharaon, roue an Ejypt, pehini hen lekeaz da c’houarner var an Ejypt ha var he di holl. 11Neuze e c’hoarvezaz eur gernez vraz en holl vro an Ejypt, hag en Canaan, hag eur vizer vraz, en hevelep doare ne gave ket hon tadou a vevans. 12Mes Jacob, o veza klevet e oa ed en Ejypt, a gassaz di hon tadou, eur vech kenta. 13Ha d’an eil gwech, e oe anavezet Josef gant he vreudeur, ha Pharaon a zeuaz da anaoud famil Josef. 14Neuze Josef a lakaz kerc’hat Jacob he dad, hag he holl gerent, a oa anezhe pemzec den ha tri‐ugent. 15Jacob eta a ziskennaz en Ejypt, hag e varvaz eno, hag hon tadou ive, 16hag e oent digasset da Sichem, ha lakeat er bez a oa bet prenet gant Abraham, a briz arc’hant, digant mipien Hemor, tad Sichem. 17Mes, evel ma tostae an amzer euz ar bromessa, hen doa great Doue gant le da Abraham, ar bobl a greskaz hag a zavaz stank en Ejypt, 18bete ma teuaz en Ejypt eur roue all, ha n’hen doa ket anavezet Josef. 19Ar roue‐ze, o c’hoari dre finessa a‐enep hon tud, a walldretaz hon tadou, beteg ober dezhe teurel er meaz ho bugale vihan, evit harz ne vijent dalc’het en buez. 20En amzer‐ze eo e c’hanaz Moises, a oa eur bugel kaer meurbed dirag Doue hag a oe maget e‐pad tri miz en ti he dad. 21Goude‐ze, pa oe bet dilezet, merc’h Pharaon a gemeraz anezhan, hag a reaz hen sevel evel he mab he‐unan. 22Ha Moises a oe desket en holl skianchou an Ejyptianed; hag e oa galloudec e komzou hag en oberou. 23Mes, pa oe deuet d’an oad a zaou‐ugent vloaz, e teuaz en he galon mond da velet he vreudeur, bugale Israel. 24Hag o velet gwall‐dreti unan anezhe heb rezon, e tifennaz anezhan, hag e venjaz an hini a oa gwasket, en eur laza an Ejyptian. 25Hogen, credi a rea e teuje he vreudeur da gompren e tigasse Doue dezhe an delivrans dre he zorn; mes ne gomprenjont ket kement‐se. 26An deiz varlerc’h, en em ziskouezaz dezhe pa oant oc’h en em ganna, hag ec’h aliaz anezhe da veva en peoc’h, en eur lavaret: Tud, breudeur oc’h; perag en em wall‐dretit an eil egile? 27Mes an hini a wall‐drete he nessa, a voutaz anezhan, en eur lavaret: Piou hen deuz lakeat ac’hanoud da vestr ha da varner varnomp‐ni? 28Ha c’hoant ec’h euz d’am laza, evel ma c’heuz lazet deac’h an Ejyptian? 29Var ar gomz‐ze, Moises a dec’haz kuit, hag a choumaz evel estranjour en douar Madian, hag eno hen doe daou vab. 30Daou‐ugent vloaz goude‐ze, eal an Aotrou en em ziskouezaz dezhan en dezert menez Sina, e‐kreiz ar flammou‐tan euz eur voden spern o tevi. 31Pa velaz Moises kement‐man, e oe souezet gant ar pez a vele; hag evel ma tostae evit he c’honsideri, mouez an Aotrou a gomzaz outhan, en eur lavaret: 32Me eo Doue da dadou, Doue Abraham, Doue Isaac, ha Doue Jacob. Ha Moises a grene, ha na grede ket sellet. 33Neuze an Aotrou a lavaraz dezhan: Tenn da voutou euz da dreid; rag al leac’h e pehini emoud a zo douar santel. 34Gwelet ha consideret em euz affliction va fobl a zo en Ejypt, hag em euz klevet ho c’hlemmou, hag ez oun diskennet evit ho delivra. Deuz eta breman, hag e kassin ac’hanoud en Ejypt. 35Ar Moises‐ze pehini ho doa taolet kuit diouthe, en eur lavaret: Piou hen deuz da lakeat da vestr ha da varner? hennes eo a oe kasset gant Doue da rener ha da liberatour, dre zorn an eal a oa en em ziskouezet dezhan er voden‐spern. 36Hennes eo an hini ho zennaz er meaz, en eur ober burzudou ha miraclou en douar an Ejypt, er mor Ruz, hag en dezert, e‐pad daou‐ugent vloaz. 37Ar Moises‐ze eo an hini a lavaraz da vugale Israel: An Aotrou ho Toue a zavo deoc’h eur profet euz a‐douez ho preudeur, henvel ouzin; selaouit anezhan. 38Hennes eo an hini, pa oa assamblet ar bobl en dezert, a oa o komz gant an eal var menez Sina, ha gant hon tadou, hag a recevaz komzou a vuez evit ho rei deomp. 39Hon tadou ne fellaz ket dezhe senti outhan, mes hen teurel a rejont diouthe, hag e tistrojont en ho c’halon d’an Ejypt, 40en eur lavaret da Aaron: Gra deomp doueou hag a ger‐zo en hon raog; rag evit ar Moises‐ze pehini hen deuz hon tennet euz a zouar an Ejypt, na ouzomp ket petra eo deuet da veza. 41Hag e rejont eul leue en deiziou‐ze, hag ec’h offrjont sacrifisou d’an idol, hag e oent karget a joa euz al labouriou great gant ho daouarn ho‐unan. 42Mes Doue a droaz divarnezhe, hag ho lezaz da zervicha arme an env, evel ma’z eo scrivet e levr ar brofeted: O ti Israel, ha d’in‐me eo hoc’h euz offret loened lazet ha sacrifisou e‐pad daou‐ugent vloaz en dezert? 43Douget hoc’h euz tanten Moloch, ha stereden ho toue Remphan, poltrejou hag hoc’h euz great evit ho adori; evit se e kassin ac’hanoc’h en tu all da Vabylon. 44Tanten an desteni a zo bet gant hon tadou en dezert, evel m’hen doa gourc’hemenet an hini hen doa lavaret da Voises hen ober hervez ar model hen doa gwelet. 45Hag hon tadou, o veza he recevet, a zougaz anezhan, renet gant Josue, er vro a oa d’an nationou a oe chasseet gant Doue dirag hon tadou, bete deiziou David, 46pehini a gavaz gras dirag Doue, hag a c’houlennaz diganthan ma c’helje sevel eun ti da Zoue Jacob. 47Mes Salomon eo a zavaz eun templ dezhan. 48Koulskoude an Doue Holl‐C’halloudec na choum ket en templou great gant daouarn an dud, evel ma lavar ar profet: 49An env eo va zron, hag an douar scabel va zreid. Pe seurt ti a zavfot d’in‐me, eme an Aotrou, hag en pe leac’h e vezo ar plas ma reposin? 50Daoust ha n’eo ket va dorn hen deuz great an holl draou‐ze? 51Tud a c’houzoug reut, dicirconcis a galon hag a ziouskouarn, stourm a rit bepred ouz ar Spered‐Santel; henvel oc’h ive ouz ho tadou. 52Piou eo ar profet ha n’eo ket bet persecutet gant ho tadou? Lazet ho deuz ar re ho doa annonset donedigez ar Just‐se, pehini a zo bet livret breman ganeoc’h, hag euz a behini ez oc’h bet ar vuntrerien; 53c’houi pere hoc’h euz recevet al lezen dre zaouarn an elez, ha n’hoc’h euz ket miret anezhi . . . .