Actou an Ebestel 6
CHABISTR VI.
1En amzer‐ze, evel ma creske an niver euz an diskibien, e savaz trouz e‐touez ar Greked a‐enep an Hebreed, abalamour ma tremenet heb rei gant aked ho lod d’ho intanvezed er pez a vije distribuet bemdez. 2Rag‐se an daouzec abostol a c’halvaz assambles ar foul euz an diskibien, hag a lavaraz dezhe: N’e ket deread deomp leuskel a‐gostez ger Doue, evit servicha ouz an taoliou. 3Choazit eta, breudeur, seiz den en ho touez, tud a vrud‐vad, leun euz ar Spered‐Santel hag a furnez, evit ma lakaimp anezhe er garg‐se. 4Evidomp‐ni a gendalc’ho d’en em rei d’ar beden ha da zervich ar ger.
5Ar c’homzou‐ze a blijaz d’an holl assamble; hag e choazjont Stefan, den leun a feiz hag euz ar Spered‐Santel, ha Philip, ha Procor, ha Nicanor, ha Timon, ha Parmenas ha Nicolas, eur prozelit euz a Antiokia; 6hag ho frezantjont d’an ebestel, pere, goude beza pedet, a astennaz varnezhe ho daouarn.
7Ha ger Doue a rede, hag an niver euz an diskibien a greske kalz en Jerusalem. Hag eun niver braz euz ar veleien a zente ouz ar feiz.
8Hogen, Stefan, leun a feiz hag a nerz, a rea burzudou ha miraclou braz e touez ar bobl. 9Mes darn euz ar sinagog a hanver sinagog an dud liberet, hag euz a hini ar Cyreneed hag an Alexandrined, ha tud euz a Cilicia ha bro an Azi, a zavaz da zisput a‐enep Stefan. 10Ha na hellent ket herzel ouz ar furnez hag ar Spered dre behini e komze. 11Neuze e c’hounezjont tud da lavaret: Ni hon euz klevet anezhan o lavaret gwall‐gomzou a‐enep Moises hag a‐enep Doue. 12Lakaad a rejont eta ar bobl, hag ar re Ancien, hag ar Scribed da zevel; hag oc’h en em deurel varnezhan, e crogjont enhan, hag e kasjont anezhan ganthe d’ar Sanhedrin; 13hag e lekejont testou faoz, pere a lavare: An den‐man na baouez da lavaret komzou a vlasphem a‐enep al leac’h santel‐man hag a‐enep al lezen. 14Rag klevet hon euz anezhan o lavaret penaos Jesus, an Nazaread‐se, a zistrujo al leac’h‐man, hag a chencho an ordrenansou roet deomp gant Moises. 15Hag evel m’ho doa ar re holl a oa azezet er Sanhedrin ho daou‐lagad batet varnezhan, e veljont he visach henvel ouz bisach eun eal.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.