CHABISTR XVI.
1Paol en em gavaz en Derbe hag en Listra, hag eno e oa eun diskibl hanvet Timoteus, mab da eur vaouez euz ar Judevien hag a grede, mes he dad a oa grek. 2Ar breudeur a Listra hag a Iconium a rente testeni vad anezhan. 3Paol a fellaz dezhan ez aje ganthan; hag o veza kemeret anezhan, hen circoncisaz, abalamour d’ar Judevien a oa er c’harteriou‐ze; rag gouzoud a rent holl e oa he dad eur grek. 4Hag evel ma’z eent euz an eil kear d’eben, ec’h alient ar re fidel da viret an urzou a oa bet etablisset gant an ebestel hag ar re ancien euz a Jerusalem. 5Evel‐se an Ilizou a oa krenveed er feiz, hag an niver anezhe a greske bemdez.
6Goude m’ho doe treuzet ar Phrijia ha bro ar Galatia, e oe difennet outhe gant ar Spered‐Santel prezeg ar Ger en Azi. 7Hag o veza deuet e bro Mizia, en em breparjont da vond da vro Bitinia; mes ar Spered na bermetaz ket dezhe. 8Neuze o treuzi ar Mizia, e tiskenjont da Droas. 9Ha Paol hen doe eur vizion e‐pad an noz: eun den euz a Vacedonia a oa en he za, hag a bede anezhan, en eur lavaret: Tremen er Macedonia, ha deuz d’hon zicour. 10Kerkent ha m’hen doa bet ar vizion‐ze, en em brebarjomp da vond dioc’h‐tu d’ar Macedonia, o sonjal dre eno e c’halve an Aotrou ac’hanomp da brezeg an Aviel er vro‐ze.
11O veza eta partiet euz a Droas, ez ejomp var eün da Zamothracia, hag an deiz varlerc’h da Neapolis; 12hag ac’hane da Philippos, pehini eo ar gear genta euz ar c’hartier‐ze euz a Vacedonia, hag a zo eur c’holoni; hag e choumjomp eno eun neubeud deveziou. 13Da zeiz ar sabbat ez ejomp er meaz euz a gear, tost da eur ster, el leac’h ma oat custum da ober ar beden; hag o veza azezet, e komzemp ouz ar merc’hed a oa en em dastumet eno. 14Hag eur vaouez a zoujans Doue, hanvet Lydi, gwerzerez pourpr, euz ar gear a Diatira, a zelaoue; hag an Aotrou a zigoraz he c’halon, evit ma raje evez ouz an traou a lavare Paol. 15Ha pa oe bet badezet assambles gant tud he zi, e reaz deomp ar beden‐man: Mar hoc’h euz kavet ez oun fidel d’an Aotrou, antreit em zi, ha choumit enhan; hag ober a reaz deomp choum.
16Hogen, pa oamp o vond d’al leac’h ma vije great ar beden, en em gavaz ganeomp eur plac’h, hag he devoa eur spered a Biton, hag a c’houneze kalz a arc’hant d’he mistri, oc’h ober micher a zivineres. 17Honnes, o veza heulliet Paol ha ni, en em lakaz da grial, en eur lavaret: An dud‐man a zo servicherien an Doue Holl‐C’halloudec, pere a annons deoc’h hent ar zil vidigez. 18Ober a reaz kement‐se e‐pad meur a zevez; mes Paol, o veza skuiz, a zistroaz, hag a lavaraz d’ar spered: Me a c’hourc’hemen d’id en hano Jesus‐Christ, mond er meaz euz ar plac’h‐se. Hag ez eaz kerkent er meaz anezhi.
19Mes pa velaz he mistri ho doa kollet an esperans euz ho gounidegez, e crogjont en Paol hag en Silas, hag e treinjont anezhe d’ar blasen bublic, dirag ar barnerien. 20Hag e tigasjont anezhe d’ar gouarnerien, en eur lavaret: An dud‐man a laka kalz trouz en hon c’hear; 21Judevien int, ha deski a reont d’an dud giziou ha n’eo ket permetet deomp ho receo nag ho observi, pa’z eo gwir ez omp Romaned. 22Neuze ar bobl a zavaz assambles en ho enep, hag ar gouarnerien, goude beza lakeat difreuza ho dillad dezhe, a c’hourc’hemenaz ho skei gant gwialennou. 23Ha goude ma oe bet roet meur a daol dezhe, e taoljont anezhe er prizon, en eur c’hourc’hemen d’ar jeolier ho diwall mad. 24He‐man, o veza recevet an urz‐ze, a lekeaz anezhe er prizon a‐ziabarz, hag a ereaz ho zreid gant hualou.
25Var‐dro hanter‐noz, Paol ha Silas a oa o pedi, hag a gane meuleudiou da Zoue, hag ar brizonierien a gleve anezhe. 26Hag en eun taol e c’hoarvezaz eur gwall‐grenamant douar, ken a oe dismantret fondamant ar prizon, ha kerkent an holl dorojou a zigoraz, hag ho liammou dezhe holl a doraz. 27Neuze ar jeolier, o veza dihunet, pa velaz dorojou ar prizon digor, a dennaz he gleze, hag a oa o vond d’en em laza he‐unan, o sonjal e oa tec’het kuit ar brizonierien. 28Mes Paol a griaz gant eur vouez krenv, en eur lavaret: Na ra droug e‐bed d’id da‐unan, rag emomp holl aman. 29Neuze ar jeolier, o veza goulennet goulou, a redaz buhan, hag en eur grena en em daolaz da dreid Paol ha Silas. 30Hag o veza ho zennet er meaz, e lavaraz: Aotrounez, petra a zo red d’in‐me da ober evit beza salvet? 31Hag e leverjont dezhan: Cred en Aotrou Jesus‐Christ, hag e vezi salvet, te ha da diegez. 32Hag ec’h annonsjont dezhan ger an Aotrou, ha d’ar re holl a oa en he di. 33Hag o veza ho c’hemeret ganthan d’an heur‐ze euz an noz, e walc’haz dezhe ho gouliou; ha rag‐tal e oe badezet, hen hag he holl dud. 34Ha goude m’hen doe ho digasset en he di, e lekeaz boued dirazhe; hag hen devoe eur joa vraz da veza credet en Doue gant he holl diegez.
35Pa oe deuet an deiz, ar gouarnerien a gassaz hucherien da lavaret dezhan: Laosk an dud‐se en ho liberte. 36Kerkent, ar jeolier a zigassaz ar c’helou‐ze da Baol hag a lavaraz dezhan: Ar gouarnerien ho deuz digasset tud, da lavaret leuskel ac’hanoc’h; sortiit eta breman, hag it en peoc’h. 37Mes Paol a lavaraz d’an hucherien: Goude beza hor scourjezet dirag an holl, hep barnedigez, ha ni Romaned, ho deuz hon lakeat er prizon; ha breman e reont hon lakaad er meaz e‐kuz; nann! nann! mes deuint ho‐unan d’hon lakaad er meaz. 38An hucherien a gassaz ar c’homzou‐ze d’ar gouarnerien, hag ar re‐man a gemeraz aoun, pa glevjont e oant Romaned. 39Hag e teujont da c’houlen excus diganthe, hag o veza ho c’hasset er meaz, e pedjont anezhe da vond kuit euz ho c’hear. 40Ha goude beza sortiet euz ar prizon, ez ejont da di Lydi; hag o veza gwelet ar breudeur, e consoljont anezhe, hag ez ejont kuit neuze.