CHABISTR XVII.
1O veza tremenet dre Amphipolis ha dre Apollonia, Paol ha Silas a zeuaz da Dessalonika, e peleac’h e oa sinagog ar Judevien. 2Ha Paol, hervez he c’hiz, a antreaz d’ho c’havoud, hag e‐pad tri sabbat a gomzaz ganthe divarben ar Scrituriou, 3o tiskouez hag o prouvi e oa red m’hen divije souffret ar C’hrist, ha ma vije resussitet a‐douez ar re varo; hag o lavaret: Ar C’hrist‐se eo Jesus a annonsan deoc’h. 4Ha darn anezhe a gredaz, hag en em unanaz gant Paol ha Silas, hag assambles ganthe eun niver braz a C’hreked a zoujans Doue, ha kalz a c’hragez a galite.
5Mes ar Judevien pere na gredent ket, o veza leun a jalouzi, a gemeraz ganthe eun toullad paotred fall divar ar plasennou public; ha goude beza savet ar bobl, e lekejont trubuil dre gear, hag o vond assambles da di Jason, e klaskent Paol ha Silas, evit digas anezhe er meaz d’ar bobl. 6Mes evel n’ho c’havjont ket eno, e treinjont Jason hag hinienou euz ar breudeur dirag ar pennou‐kear, en eur grial: An dud‐man, pere ho deuz boulverset ar bed holl, a zo deuet aman ive. 7Ha Jason hen deuz ho digemeret en he di; holl e stourmont ouz ordrenansou Cezar, o lavaret ez euz eur roue all, hag a c’halvont Jesus. 8Troubli a rejont eta ar bobl, hag ar pennou euz a gear, pere a gleve kement‐se. 9Ha goude beza recevet caution digant Jason ha digant ar re all, e lezjont anezhe da vond.
10Ha kerkent ar breudeur a reaz da Baol ha da Silas mond kuit, e‐pad an noz, evit mond da Verea, hag, o veza erruet eno, ec’h antrejont e sinagog ar Judevien. 11Ar re‐man ho doe santimanchou kaeroc’h eged an dud euz a Dessalonika; receo a rejont buhan ar Ger, ha bemdez e studient ar Scrituriou, evit gwelet ha gwir e oa kement a glevent. 12Dre‐ze meur a hini anezhe a gredaz, kerkoulz ha gragez a galite euz ar Greked, hag eun niver mad a oazed. 13Mes, pa glevaz ar Judevien euz a Dessalonika e oa prezeget Ger Doue gant Paol en Berea, e teujont ive di, hag e lekejont trouz e‐touez ar bobl. 14Ha kerkent ar breudeur a gassaz kuit Paol, evit ober van da vond varzu ar mor; mes Silas ha Timoteus a choumaz c’hoas eno, en Berea. 15Hag ar re a iea assambles gant Paol, a gassaz anezhan beteg Athen, hag, o veza bet an urz da lavaret da Silas ha da Dimoteus dond buhan d’hen kavoud, ez ejont kuit.
16E‐pad ma oa Paol ouz ho gortoz en Athen, e oa kounnaret he galon, o velet ar gear‐ze leun a idolou. 17Komz a rea eta er sinagog gant ar Judevien hag ar re a zerviche Doue, ha bemdez er marc’halleac’h ouz ar re a vije eno. 18Hag unan‐benag euz ar philosophed Epicureaned ha Stoikied a rezone outhan; ha lod a lavare: Petra a fell d’an teodec‐ze da lavaret? Ha re all: Seblantoud a ra prezeg doueou estranjour. Rag annons a rea dezhe ar c’helou mad euz a Jesus hag euz ar resurrection. 19Hag, o veza kemeret anezhan, hen kasjont d’an Areopach, en eur lavaret: Ha ni a helfe gouzoud petra eo an doctrin nevez‐ze euz a behini e komzez? 20Rag da glevet a reomp o lavaret traou estranj; karoud a rafemp eta gouzout petra a zinifi an traou‐ze. 21Hogen, an Athenianed holl hag an estranjourien a oa en ho zouez, na dremenent ho amzer nemed o lavaret hag o klevet eur c’helou nevez‐benag.
22Neuze Paol a zavaz e‐kreiz an Areopach, hag a lavaraz: Athenianed, gwelet a ran ez oc’h devot braz d’an doueou en pep tra. 23Rag en eur dremen, hag o consideri an traou a adorit, em euz kavet eun aoter var behini eo scrivet: D’AN DOUE DIZANAF. An hini eta a adorit heb hen anaoud, hennes eo a brezegan deoc’h. 24An Doue pehini hen deuz great ar bed ha kement a zo enhan, o veza ma’z eo Aotrou an env hag an douar, na choum ket en templou great gant daouarn an dud. 25Ha n’eo ket servichet gant daouarn an dud, evel pa hen defe ezom euz a eun dra‐benag, pa ’z eo hen a ro d’an holl ar vuez, an alan ha pep tra. 26Hag hen eo hen deuz great euz a eur goad hep‐ken kement raç‐tud a zo, evit choum en holl vroiou euz an douar, o veza merket an amzeriou hag an harzou euz ho choumach; 27evit ma klaskint an Aotrou, da velet hag int a helfe he gavoud, en eur he glask dre daston, petra‐benag n’ema ket pell euz pep hini ac’hanomp. 28Rag enhan e vevomp, e finvomp hag hon euz ar vuez; evel m’ho deuz lavaret darn euz ho parzidi: Rag ni ive a zo he lignez. 29Pa ’z omp eta lignez Doue, ne dleomp ket credi e vez an divinite henvel ouz an aour, pe ouz an arc’hant, pe ouz eur mean taillet gant dorn hag hervez ijin an den. 30Mes Doue, o veza lezet an amzeriou a ignorans‐ze da dremen, a lavar breman d’an dud, ma teuint holl, en peb leac’h, d’en em gonvertissa; 31rag merket hen deuz eun dervez, en pehini e varno ar bed hervez ar justis, dre an Den hen deuz lakeat evit se; ha rei hen deuz great eur breuven certen euz a gement‐se d’an holl, en eur resussita anezhan a‐douez ar re varo . . . . . .
32Pa glevjont komz euz a resurrection ar re varo, lod a reaz goab, hag ar re all a lavaraz: Eur vech all e klevimp ac’hanoud var gement‐se. 33Evel‐se Paol a ieaz kuit euz ho zouez. 34Koulskoude e oe unan‐benag hag en em lakeaz assambles ganthan hag a gredaz; e‐touez pere e oa Denes, barner en Areopach, hag eur vaouez hanvet Damaris, ha re all c’hoas ganthe.