CHABISTR XV.
1Hogen, hinienou pere a oa deuet euz ar Jude, a gelenne ar breudeur, en eur lavaret: Ma na vezit circonciset hervez giz Moises, na hellit ket beza salvet. 2Eur gontestation hag eun disput vraz o veza eta savet etre Paol ha Barnabas hag ar re‐man, e oe decidet e pignje Paol ha Barnabas, hag hinienou all euz ho zouez, da Jerusalem, da gavout an ebestel hag ar re ancien divarben ar gestion‐ze. 3O veza kasset eta gant an Iliz, e treuzjont ar Phenicia hag ar Samaria, oc’h annons conversion ar Jentiled; hag e rejont eur joa vraz d’an holl vreudeur. 4Pa oent erruet en Jerusalem, e oent digemeret gant an Iliz, ha gant an ebestel hag ar re ancien, hag e contjont an holl draou hen doa Doue great dreizhe. 5Mes hinienou euz a sect ar Farizianed, pere ho doa credet, a zavaz, en eur lavaret e oa red circoncisa ar Jentiled ha gourc’hemen dezhe miret lezen Moises.
6Neuze an ebestel hag ar re ancien en em dastumaz evit examina an affer‐ze. 7Hag evel ma oa eun disput vraz etrezhe, Per a zavaz, hag a lavaraz dezhe:
Tud breudeur, c’houi a oar penaos pell amzer zo hen deuz Doue va choazet en hon touez, evit ma klevje ar Jentiled dre va genou ger an Aviel, ha ma credjent. 8Ha Doue, pehini a anavez ar c’halonou, hen deuz roet testeni dezhe, en eur rei dezhe ar Spered‐Santel kerkoulz ha deomp‐ni; 9ha n’hen deuz great differans e‐bed etre ni hag int‐hi, o veza purifiet ho c’halonou dre ar feiz. 10Breman eta, perag e tentit‐hu Doue, en eur lakaad var chouk an diskibien eur ieo ha n’ho deuz ket gallet hon tadou he zougen, na ni ken neubeud? 11Mes ni a gred penaos eo dre c’hras an Aotrou Jesus‐Christ e vezimp salvet, ni kerkoulz hag int.
12Neuze an assamble holl a davaz, hag e selaouent Barnabas ha Paol, pere a gonte pebeuz miraclou ha burzudou hen doa great Doue dreizhe, e‐touez ar Jentiled.
13Ha goude m’ho doe ehanet da gomz, Jakes a gomzaz, hag a lavaraz: Tud breudeur, selaouit ac’hanoun: 14Simon hen deuz discleriet penaos hen deuz Doue commanset da choaz e‐touez ar Jentiled eur bobl consacret d’he hano; 15ha var gement‐se en em accord komzou ar brofeted, hervez ma eo scrivet; 16Goude‐ze, me a zistroio, hag e savin a‐nevez tabernacl David, pehini a zo kwezet; an tammou anezhan a oa bet dispennet a gempennin, hag e lakin anezhan adare en he za; 17evit ma vezo klasket an Aotrou gant ar rest euz an dud, ha gant an holl nationou var bere eo bet galvet va hano; evel‐se a lavar an Aotrou, hen deuz great an holl draou‐man. 18Holl oberou Doue a so anavezet ganthan a bep eternite. 19Dre‐ze e sonj d’in na dleer ket ober nec’h d’ar re euz a‐douez ar Jentiled a zistro ouz Doue; 20mes scriva dezhe en em viret da veza souillet gantan idolou, hag en em ziwall euz an debauch, euz kig al loened mouget, hag euz ar goad. 21Rag abaoe meur a gant vloaz, ez euz en pep kear, tud hag a brezeg Moises er sinagogou, hag eno e lenner anezhan bep sabbat.
22Neuze e oe kavet mad gant an ebestel hag ar re ancien ha gant an Iliz holl, kas tud choazet euz ho zouez ho‐unan da Antiokia, assambles gant Paol ha Barnabas, da lavaret eo, Jud, les‐hanvet Barsabas, ha Silas, tud euz ar re genta e‐touez ar breudeur; 23o kas ar scrid‐man dreizhe:
An ebestel, ar re ancien hag ar breudeur, d’hor breudeur euz a‐douez ar Jentiled, pere a zo en Antiokia, er Syri hag er Cilici, salud. 24O veza ma hon euz klevet penaos darn, hag a oa eat euz hon zouez, ho deuz troublet ac’hanoc’h gant ho c’homzou, oc’h ober d’hoc’h eneou fazia, en eur lavaret ez eo red beza circonciset ha miret al lezen (ar pez n’hor boa ket gourc’hemenet dezhe); 25ni hon euz kavet mad, holl assambles, choaz tud hag ho c’has deoc’h gant hor breudeur muia‐karet Barnabas ha Paol, 26tud pere ho deuz exposet ho buez evit hano hon Aotrou Jesus‐Christ. 27Kas a reomp eta deoc’h Jud ha Silas, pere a lavaro deoc’h a c’henou ar memeus traou. 28Rag kavet eo bet mad gant ar Spered‐Santel ha gan eomp‐ni, ne vez lakeat varnoc’h beac’h e‐bed nemed an traou a zo red; da lavaret eo, 29ma en em virot diouz traou offret d’an idolou, diouz ar goad, diouz an anevaled mouget, ha diouz an debauch; mad a reot en em viret diouz an traou‐ze. Iec’hed deoc’h.
30O veza eta bet kasset, e teujont da Antiokia; ha pa ho doe assamblet ar bobl, e rojont al lizer. 31Pa ho doe lennet anezhan, e oent er joa euz an ali vad‐se. 32Ha Jud ha Silas, pere a oa ho‐unan profeded, a exhortaz hag a grenvaaz ar breudeur dre veur a brezegen. 33Ha goude beza choumet eno eur pennad amzer, e oent laosket gant ar breudeur da vond en peoc’h etrezeg an ebestel. 34Koulskoude, Silas a gavaz mad choum eno. 35Mes Paol ha Barnabas ive a choumaz en Antiokia, o kelen hag o prezeg gant kalz a re all ar c’helou mad euz a c’her an Aotrou. 36Eun neubeud deiziou goude‐ze, Paol a lavaraz da Varnabas: Distroomp da visita hor breudeur dre an holl geariou en pere hon euz prezeget ger an Aotrou, evit gwelet penaos emaint. 37Ha Barnabas a felle dezhan kemeret ganthe Ian, les‐hanvet Marc. 38Mes Paol na gave ket e oa deread kemer ganthe an hini a oa dispartiet diouthe en Pamphilia, ha n’hen doa ket ho heulliet en ho labour. 39Sevel a reaz eta eun disput, en hevelep doare m’az eaz an eil digant egile, ha Barnabas a gemeraz Marc ganthan, hag ez eaz dre vor da enez Cyprus.
40Mes Paol, o veza choazet Silas, en em lekeaz en hent, goude beza bet recommanded da c’hras Doue gant ar breudeur; 41hag e tremenaz dre ar Syri hag ar Cilici, en eur grenvaad an Ilizou.