CHABISTR XIV.
1C’hoarvezoud a reaz en Iconium, ma c’hantreaz Paol ha Barnabas assambles e sinagog ar Judevien, hag e komzjont en hevelep doare ma credaz eun niver braz eur ar Judevien hag ive euz ar Greked. 2Mes ar Judevien pere na gredent ket a lakaz drouk e sperejou ar Jentiled a‐enep ar breudeur. 3Choum a rejont koulskoude eno pell amzer, o komz gant hardiegez, abalamour d’an Aotrou, pehini a rente testeni da gomz he c’hras, en eur ober dre ho daouarn burzudou ha miraclou. 4Mes ar bobl euz ar gear a oe rannet en diou loden; darn a oe a‐du gant ar Judevien, ha darn all gant an ebestel. 5Hag evel ma c’hoarvezaz eur revolt euz ar Jentiled hag euz ar Judevien, assambles gant ho chefou kenta, evit gwall‐dreti an ebestel hag ho laza a daoliou mein, 6ar re‐man, o veza gouezet an dra‐ze, a dec’haz da Listra ha da Zerb, keariou euz a Licaonia, ha d’ar vro a zo var‐dro, 7hag eno e prezegjont an Aviel.
8Hogen e Listra e oa eun den azezet, mac’hagnet en he dreid; kam e oa adaleg ma oa ganet, ha n’hen doa biskoas baleet. 9He‐man a zelaoue Paol pehini, o veza arretet he zaou‐lagad varnezhan, hag o velet hen doa feiz evit beza iac’heet, 10a lavaraz gant eur vouez krenv: Sav zoun var da dreid. Kerkent e lampaz, hag e valeaz.
11Hag ar bobl, o veza gwelet ar pez hen doa great Paol, a zavaz ho mouez, hag e leverjont en langach Licaonia: Doueou, henvel ouz tud, a zo diskennet en hon zouez. 12Hag e c’hanvet Barnabas, Jupiter, ha Paol, Mercurius, abalamour ma oa he‐man a zouge ar gomz. 13Ha memeus beleg Jupiter, a behini an templ a oa tost d’ho c’hear, a zigassaz koleou‐taro ha garlanteziou beteg an nor, hag e felle dezhan offr sacrifis dezhe assambles gant ar bobl. 14Mes an ebestel Barnabas ha Paol, pa glevjont kement‐se, a rogaz ho dillad hag a lammaz e‐kreiz ar bobl, en eur grial, 15hag en eur lavaret: O tud, perag e rit‐hu kement‐se? Ni n’ed omp nemed tud, sujet d’ar memeus infirmiteou evel‐d’oc’h. Prezeg a reomp deoc’h eur c’helou mad, evit ma teuot da zistrei euz an traou ven‐ze d’an Doue beo, hen deuz great an env, an douar hag ar mor, ha kement tra a zo enhe; 16pehini en amzeriou tremenet hen deuz lezet an holl nationou da vale en ho henchou ho‐unan, 17petra‐benag n’hen deuz ket paouezet da rei testeniou anezhan he‐unan, oc’h ober vad, hag en eur rei deomp ar glao euz an env, sezoniou frouezus, hag o karga hor c’halonou a vadou hag a levenez. 18Hag en eur lavaret an traou‐ze, a‐boan ec’h helljont harz ouz ar bobl da zacrifia dezhe.
19Neuze ec’h erruaz eno Judevien euz a Antiokia hag euz a Iconium. Ar re‐man a c’hounezaz ar bobl, ha goude beza meinet Paol e sklejchont anezhan er meaz euz a gear, o cridi e oa maro. 20Mes an diskibien, o veza en em zastumet en‐dro dezhan, e savaz hag ez eaz en kear. Hag an deiz varlerc’h ez eaz kuit gant Barnabas da Zerbe.
21Ha goude beza prezeget an Aviel er gear‐ze, ha beza great kalz a ziskibien, e tistrojont da Listra, da Iconium ha da Antiokia; 22o krenvaad eneou an diskibien, hag en eur exhorti anezhe da genderc’hel er feiz, hag o tiskouez dezhe ez eo dre galz a drubuliou ez eo red deomp antren en rouantelez Doue. 23Ha goude beza pedet ha iunet, e lekejont re Ancien e peb Iliz, hag ho recommandjont d’an Aotrou, en pehini ho doa credet. 24Ha goude, o veza treuzet ar Pisidia, e teujont er Pamphilia. 25Ha goude beza prezeget er gear a Perj, e tiskenjont da Attalia. 26Hag ac’hane ec’h ambarkjont evit mond da Antiokia, a beleac’h e oant bet recommandet da c’hras Doue, evit an œuvr ho doa great.
27Ha pa oent erruet, ha pa ho doe assamblet an Iliz, e contjont kement hen doa Doue great dreizhe, ha penaos hen doa digoret d’ar Jentiled dor ar feiz. 28Hag e choumjont eno pell‐amzer gant an diskibien.