Psalmou 93
XCIII PSALM.
1Ann Aotrou a rén, gwisket eo gand nerz: hag eo en em chouri-zet; rak starteet eo ar bed gant han ha na vezo ket keflusket.
2Da dron a zo bet aozet a neuzé: te a zo da viskoaz.
3Savet eo ar steriou, Aotrou; savet ho deuz ar steriou ho mouez; savet ho deuz ar steriou ho c’hoummou.
4Ann Aotrou enn envou a zo galloude-koc’h eged trouz ann doureier braz, ia, eged koummou kré ar mor.
5Da desteniou a zo da veza kredet: ar zan-telez O Aotrou, a dle beza da vikenn sked da di.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.