Psalmou 92
XCII PSALM.
1Mad eo meuli ann Aotrou, ha kana d’as hano Uc’hel Meurhed.
2Evid embanna da drugarez a hed ar mintin, ha da wirio-nez a hed ann nos.
3War al liren dek-korden, gant kanaou-ennou ha war ann de-len.
4O veza ma ec’h euz va laoueneet gand da labour; hag e tri-dinn e oberiou da za-ouarn.
5Peger braz eo Ao-trou da oberiou; ha da sonjesonou a zo doun meurbed.
6Ann den diskiant n’ho anavez ket; hag an diboell n’ho entent ket.
7Pa vezo savet ar bec’herien evel ar geot; ha pa vezo en em ziskouezet ar ré holl a ra fallagriez; hi a vezo kollet da vi-kenn.
8Hogen te Aotrou, a zo ann Uc’hel Meurbed a viskoaz da vi-kenn.
9Rak chetu da ene-bourien; o Aotrou, rak chetu da enebou-rien a ia da goll; hag ar re holl a ra fallagriez a vezo skin̄et
10Ha va c’horn a vezo uc’heleet evel korn ann unikorn: ha me a vezo eoliet gant eol fresk.
11Va lagad a welo ive hervez va ioul war va enebourien, ha va skoum hervez va ioul war ar ré fallagr a zav em-enep.
12Ann den just a vleunvo evel ar wezen-balmez; hag a gresko evel gwez-sedr al Liban.
13Ar ré a zo plantet e ti ann Aotrou a vle-unvo e porched ti hon Doué.
14Dougen a raint frouez enn ho c’hosni; kré ha glaz e vezint.
15Evit ma emban-nint: peger just eo ann Aotrou, va roc’h eo, n’euz fallagriez e-bed énn-han.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.