LXXX PSALM.
1Selaou, te zo me-saer Israel te a gas Iozef evel eunn dan-vad, te a zo azezet etre ar jerubined en em ziskouez.
2Dirak Efraim, Benjamin, ha Manassez, di hun da c’halloud evid hor zilvidigez.
3Distro ac’honomp o Doué, ha diskouez da zremm, hag e ve-zimp tennet a boan.
4O Aotrou Doué ann armeou, bete pe-geit e teui da veza drouk enn oud out peden da bobl.
5Maga a rez anezbo gant bara daerou, te a ro d’ezho daerou da eva e founder.
6Hor lekeat ec’h euz da enebiez dirag hon amezeien; hag hon enebourien ho deuz great goab ac’hanomp.
7Distro ac’hanomp o Doué ann armeou, hā diskouezdazremm, hag e vezimp tennet a boan.
8Dizouget ec’h euz ar winien euz ann Ejipt; ar brôadou e’ch euz kaset kuit, hag ec’h euz he flantet.
9Aozet ec’h euz leac’h dira-z-hi; star-teet ec’h euz he gri-siou, hag hi e deuz goloet ann douar.
10He skeûd en deuz goloet ar menesiou; hag be skourrou a zo savet dreist gwez-sedr Doué.
11Astennet e deuz he brankou beteg ar mor; hag he c’hreskou beteg ar ster.
12Perag ec’h euz diskaret he c’hleuziou ha ma teu kemend-hini a ia ebiou da wasta anezhi?
13Houc h-gwez ar c’hoat en deuz he zu-riet; hag al loen fero en deuz he feuret.
14Doué ann armeou distro: sell ouz ann en̄v, ha gwel, ha déuz da welout da winien.
15Hag ar winien ec’h euz plantet gand da zourn deou, bag ar brank ec’h euz starteet evid-od.
16Devet eo bet gand ann tân, ha trouc’het eo, dismantret int gant da zremm garo.
17Astenn da zourn war den, da zourn deou, ha war vab ann den ec’h euz great kre evid-oud.
18Ha na bellaimp ket diouz-id; rei ar vuez d’eomp ha ni a c’halvô da hanô.
19Distro ac’hanomp o Aotrou Doue ann armeou, ha diskouez da zremm, hag e ve-zimp dienkrezet.