Psalmou 79
LXXIX PSALM.
1Doue ar broadou a a zo deuet enn da heritach; saotret ho deuz da dempl santel; lekeat ho deuz Ieruzalem da veza berniou.
2Roet ho deuz kor-fou maro da zervic-herien da voed da ev-ned ann en̄v; ha kik da zent da loened ann douar.
3Skulet ho deuz hô goad evel dour enn dro da Ieruzalem; ha ne oa den evid ho besia.
4Da vezegez vraz omp deuet dirag hon amézeien; ha da c’ho-ah ha da zismegans ar ré a zo enn drô d’eomp.
5Beté pegeit Aotrou a vezo drouk enn oud? ha da vikenn e vezo? ha da drouk a grogo evel tân?
6Skul da vuanegez war ar broadou na a-navezont ket ac’ha-nod; ha war ar rou-antelesiou na c’hal-vont ket da hanô.
7Rak debret ho deuz Iakob: hag al leac’h m’az edo o choum ho deuz gwas-tet.
8N’az pez ket a goun euz hor fallagriezou koz; ra zeuio buan da drugaresiou enn hor raok; rag gwall baour omp déu-et da veza.
9Skoazel ac’hanomp o Doué hor Salver; hag enn abek da c’hloar da hano, Aotrou tenn ac’hanomp a boan, ha distol d’e-omp hor pec’hejou enn abek d’as hano.
10Gand aoun na ve lavaret e-touez ar broadou: Peleac’h e-ma ho Doué? Ra ve-zo anat etouez ar broadou dira-z-omp e venjez goad da zer-vicherien a zo bet skūlet.
11Ra zavo etrezeg enn-od klemmou ar re a zo er vac’h; gant nerz da vreac’h mir ar re a zo choaset da vervel.
12Ha distol war hon amezeien seiz gweach kemend all, evid ann dismegans ho deuz great d’id o Aotrou.
13Hogen ni, da bobl ha denved da beûri, ni a veulo ae’hanod da vikenn: embanna a raimp da veuleudi a rumm da rumm.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.