LXXVII PSALM.
1Savet em euz va mouez, ha va chri etrezeg ann Aotrou: savet em euz va mouez etreze Doue, hag hen en deuz va selaouet.
2E deiz va enkrez em euz klasket Doue; astennet em euz va daouarn etrezeg enn-han a-zoug ann noz hep paouez: va ené n’eo ket bet falvezet d’ezhan beza dic’-hlac’haret.
3Koun em euz bet euz a Zoué, hag em euz bet keflusket: en em glemmet em euz, ha va spered a voa nec’het. Selah.
4Dalc’het ec’h euz va daoulagad dihun: reustlet e oann ha na hellenn ket komza.
5Sonj em euz euz ann deisiou koz, hag ar bloavesiou euz ann amzer dremenet em boa em spered.
6Ha me em euz sonjet diwarben va c’hantik hed ann noz, prederia a rann em c’haloun ha va spered a voa enn enklask.
7Ha Doué a zistolo ac’hanomp da vikenn; ha na vezo mui trugarezuz enn hor c’henver?
8Ha tenna a rai he vadelez diwar-n-omp da vikenn? Ha dis-lavaret a ra c’her a ra, a rumm da rumm.
9Hag ankouna-c’haat a rai Doué feeza trugarezuz? Pe ne vezo ket trugarezuz drouk o veza enn-han? Selah.
10Hag em euz lavaret chetu aman va dinerzded: hogen koun em bezo euz hloaveziou a zourn deou ann uc’hel meur-bed.
11Koun em euz bet euz a oberiou ann Aotrou: rak koun em bezo euz da vurzudou adaleg ar penn kenta.
12Hag e prederinn war da holl oberiou; ha komza a rinn euz da labouriou.
13Da hent o Doué a zo er san̄tuar: pe Zoué a zo ker hraz hag hon Doué ni?
14Te eo ann Doué a ra burzudou: roet ec’h euz da anaout da nerz etouez ar brodou.
15Dasprenet ec’h euz gand da vreac’h da hobl, bugalé Iakob ha Iosef. Selah.
16Ann doureier ho deuz da welet o Doue, ann doureier ho deuz da welet; hag hi ho deuz bet aoun, hag ar c’houndoun a zo bet reustlet.
17Ar c’hoummoulou ho deuz skuillet doureier; ar c’hoabr ho deuz roet da glevout ho mouez: da zaesiou ive a zo bet bannet.
18Mouez da gurun a oa klevet er c’hoabr: da luc’hed ho deuz sklerijenet dre ar hed holl; ann douar a zo bet keflusket hag en deuz krenet.
19Er mor ema da hent ha gwenojennou ann doureier braz: ha da roudou na vezint anavezet.
20Kaset ec’h euz da bobl evel da dropel dre zourn Moizez hag Aaron.