Psalmou 76
LXXVI PSALM.
1Anavezet eo Doué er Iudea; braz eo he hano enn Israel.
2He dabemakl a zo e Salem, hag e di e Sion.
3Eno en deuz torret nerz ar gwaregou, hag ann tirennou, hag ar c’hlezier, hag ar bre-zel. Selah.
4Te a zo burzuduz, ha brasoc’h gloar a zo d’id, eged da venesiou ar preiz.
5Ar ré c’halloudek a zo dibourc’het koas-ket int enn ho hun: hag ann holl dud n’ho deuz ket kavet ho daouarn.
6Gand da gastiz eo o Doué Iakob eo bet kousket ar c’hirri; hag ar re a voa pin̄et war gezek.
7Te a zo spountuz, ha piou â harzo-ouz-id pa zavo drouk enn-od?
8Euz ann en̄v ec’h euz roet da glevout da vam; ann douar en deuz krenet, hag a zo choumet é pe-oc’h.
9Pa eo bet savet Doué enn he vam evit savetei ar ré holl a zo habask war ann douar. Selah.
10Evit gwir koun-nar ann den a veulo ac’hanod, ha te a drec’ho ar gounnar a choum.
11Grit gwestlou d’ann Aotrou ho Toué: ha grit auezho penn da benn; ha ra vezo digasset d’ezhan donezonou gant ar re holl a zo war he dro, hen eo a zo spountuz.
12Hen pehini a denn ho spered di-gand ar brinsed; hag a zo spount rouéed ann douar.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.