XL PSALM.
1Gortozet em euz ann Aotrou gant pa-ciented; hag hen̄ a zo troet ouz-in, hag en deuz selaouet out va feden.
2Va zennet en deuz euz eur puns reuz, hag euz ar poull fank, ha lekeat en deuz va zreid war ar mean; ha renet en deuz va c’hammejou.
3Ha lekeat en deûz em genou eur ga-naouen nevez, evit beza kanet d’hon Doué; kalz a welô ann dra-ze, hag a vezo spountet; hag hi a lakai ho fisians enn Aotrou.
4Euruz ann den pe-hini en deuz lekeat he fisians enn Aotrou, ha na zell ket out ar ré orgouïllus, hag out ar ré a dro d’ar gaou.
5Kalz eo ar vurzu-dou ec’h euz great te Aotrou va Doue, ha da sonjesonou enn hon c’henver: pa eo bet fellet d’in ho dana-vella, hag hô rei da anaout, em euz ho c’havet stank dreist pep niver.
6Ne ket fellet d’id kaout nag hostiv na kennig; hogen va dis-kouarn ec’h euz di-goret: n’ec’h euz ket goulennet a sakrifiz losk, nag a hostiv evid ar pec’hed.
7Neuze em euz la-varet: chetu e teu-ann: e penn al levr eo skrivet diwar va fenn.
8Lekeat em euz va flijadur d’ober da ioul va Doué; ia, da lezen a zo e kreiz va c’ha-loun.
9Embannet em euz da justis enn eur strol-lad braz; chetu, n’em euz ket serret va mu-zellou: Aotrou, té her goar.
10N’em euz ket ku-zet da justis e gweled va c’haloun; diskleriet em euz da wirionez ha da zïlvidigez. N’em euz ket kuzet da dru-garez na da wirionez ouz eur strollad braz.
11Te eta Aotrou na bella ket da vadelezou diouz-in; ra viro da drugarez ha da wirio-nez ac’hanoun bepred.
12Rag drougou di-niver a zo savet tro-war dro d’in: strohet ounn bet gant va falla-griezou, ha n’em euz ket gellet ho gwelout; stankoc’h int deuet eget bleô va fenn; ha va c’haloun e deuz va dilezet.
13Ra blijo gan-ez Aotrou va zenna a boan: Aotrou sell ouz-in evit va skoazia.
14Ra vezo mezekeet ha spountet assambles ar ré a glask va ené evid he goll; ra zis-troiô war ho c’hiz, ha ra vezo spountet ar ré a glask ober drouk d’in.
15Ra gouezo rak tal ho mezegez war ar ré a lavar: Mad: Mad.
16Ra drido ha r’en em laouenai enn-od ar ré holl a glask a-chanod: ha ra lavaro bepred ar ré a gâr da zilvidigez: Ra vezo meulet braz ann Aotrou.
17Evid-ounn me a zo tavantek ha paour; ann Aotrou en deuz sonjet ac’hanoun: te a zo va skoazel ha va gwarezer; va Doué, na zalé ket.