Psalmou 39
XXXIX PSALM.
1Lavaret em euz: va henchou a virinn; evit na bec’hinn ket gant va zeod: eur weskenn a likinn out va genou, endra ma vezo ar pec’her dira-z-oun.
2Mud ounn deuet, hag ounn tavet me-mez diwarben ann traou mâd; a va gla-c’har a zo kresket.
3Tommet eo bet va c’haloun em c’hreiz; ha pa edoun o pre-deria eo kroget ann tân enn-oun, ha me em euz lavaret gant va zeod,
4Ro da anaout va divez d’in O Aotrou, ha pehini eo ann niver euz va deisiou; evit ma wezinn péd a choum choaz d’in.
5Setu, ec’h euz rei-zet va deisiou da le-dander pevar bis; ha va buez a zo evel netra dira-z-od: evit gwir pep den beô n’eo nemet eur vo-geden eun he wella brud.
6Evit gwir ann den a dremen evel eur skeuden; hogen en em nec’hi a ra enn-aner: bernia a ra tenzoriou, ha na oar ket evit piou e tas-tum anezhô.
7Ha brema petra eo va fisians Aotrou? va esperans a zo enn-od.
8Tenn achanoun euz va holl falla-griezou; na ro ket ac’hanoun da choa-periez d’ann den dis-kiant.
9Mud ounn deuet, ha n’em euz ket di-goret va genou; o veza ma eo te ec’h eûz he c’hreat.
10Distro diouz-in da c’houliou: fatet ounn dindan taol da zourn.
11Pa tamallez ann den o kastiza anezhan enn abek d’he fallagriez, dizec’ha a rez he c’hened evel ann hartouz: evit gwir pep den n’eo nemed sempladurez. Selah.
12Selaou Aotrou, out va feden, hag out va c’hri, ro skouarn d’am daerou ha na dav ket; rag eunn estranjour ounn dira-z-oud, hag eur bea-cher, evel va holl dadou.
13Az pez truez ou-zin, evit ma kavinn nerz, abarz m’az inn kuit ha na vezinn mui.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.