Psalmou 140
CXL PSALM.
1Diwall ac’hanoun o Aotrou diouc’h ann den disleal: diwall ac’hanoun diouc’h ann den kriz:
2Sonjal a reont fallagriez enn ho c’haloun; brezel a reont d’in bemdez.
3Lemmet ho deuz ho zeodou evel hini ann aer; eur c’hontam aspik a zo dindan ho muzellou. Selah.
4Va mir Aotrou, diouch dourn ar pec’her; ha va dieub euz ar ré fallagr, peré ho deuz mennet va lakaad da goueza.
5Ar ré rok ho deuz kuzet eur spi evidoun; eur roued ho deuz stenet gant korden-nou e c’harz ann hent; lekeat ho deuz linda-gou evidoun. Selah.
6Lavaret em euz d’ann Aotrou: Te eo va Doué; selaou Aotrou mouez va feden.
7O Doué ann Aotrou, nérz va zilvidigez, goloet ec’h euz va fenn e deiz ann emgann:
8Na ro ket d’ar pee’her kement a c’ho-anta kaout: mir na d’ai da benn he sonje-zonou fall; gant aoun na zeujent da gaout lorc’h. Selah.
9Evit ar re a zo er penn kenta oc’h enebi ouz-in, ann drouk a ra dre ho muzellou a c’holoio anezho.
10Ra gouezo glaou tan-beo war n’ezhô: ra vezint taolet enn tan; e toullou doun ne chellint ket dont anezho.
11Ann den a teod fall n’az ai ket da vad war ann douar; koue-za a rai ann drougou war ann den direiz pa vezo enn he dremen-vann.
12Ale a c’hoar e vezo leal ann Aotrou e kenver ar ré c’hlac’haret, hag e venjo ann den paour.
13Ar ré vad ha leal a veulo kaer da hano; hag ar ré eeun a choumo dira-z-oud.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.