CXXXIX PSALM.
1O Aotrou, te ec’h euz gwelet, hag anavezet ac’hanoun.
2Te a anavez ac’hanoun, pa ounn o tis-kuiza, ha war valé, te as peuz gwelet euz a bell va sonjezonnou.
3Te az peuz taolet e vez oud ar gwenoden-nou a voa d’in da bale dre-z-ho, hag oud va gwele da chourvez, ha va holl henchou az peuz anavezet mad.
4Abarz ma oa ger em zeod, chetu, te Aotrou, ec’h euz anavezet pep hini anezho.
5Te am dalc’h stard a-raok hag adre, ha lakeet ec’h euz da zourn war-n-ounn.
6Da skiant a zo kêr burzuduz ha ken huel dreist va spered; ne c’hellinn he zizout birviken.
7Peleac’h ez inn evit pellaad diouc’h da spered? ha peleac’h evit tec’hout a zira-z-ond?
8Mar pin̄ann enn en̄v, te a zo eno; mar tiskennann enn ifern, emoud eno.
9Mar kemerann diou askel ar goulou deiz, ha mar d’ann da choum d’ar penn all euz ar mor;
10Da zourn da unan a gaso ac’hanoun, ha da zourn a harpo ac’-hanoun.
11Ma lavarann c’hoaz, evit gwir ann devalien a guzo ac’hanoun; ann noz zo-ken a vezo sklerijen enn dro d’in.
12Rag ann devalien ne ket teval dira-z-od; hag ann noz a zo sklear evel ann deiz: ann devalien hag ar c’houlou a zo henvel dira-z-od.
13Rag va digroazel a zo bet d’id; va goloet ec’h euz e kof va mamm.
14Da veuli kaer a rinn, o veza ma ec’h euz krouet ac’hanoun enn eunn doaré burzuduz; souezuz eo da oberiou; ha va éne her goar ervad.
15Ne voa ket kuzet va eskem ouz-id, te ec’h euz ho great holl enn amc’houlou; na va danvez a oa é gwe-led ann douar.
16Da zaoulagad ho deuz va gwelet ha me dizoaré; hag ann holl draou-ze a oant skrifet enn da levr, ann devez ma’z int bet great, pa ne voa c’hoaz hini anezho.
17Dre ze Doué kre, d’in me eo kaer da vennosiou, hag ho ni-ver a zo braz-meur-bed!
18Mar niverann a-nezho, hi a zo stankoc’h eget treaz ann aot: setu me dihu-net ha gan-ez emoun c’hoaz.
19E gwirionez o Doué te a lazo ar be-c’herien: tud a c’hoad, pellait diouzin.
20O veza ma lavaront drouk enn da enep, ha da enebourien a gemer da hano evel netra.
21Ha n’em euz ket kaséet Aotrou ar ré a gasée ac’hanod: ha n’em beuz me ket kasouni oud ar ré a gasée, ac’hanod?
22Gand eur c’has krenn e kaseen an-ezho; hag hi a zo deuet da enebourien d’in.
23C’houil ac’hanoun o Doué hag anavez va c’haloun: gra goulen-nou ouz-in, hag ana-vez va sonjezonnou:
24Gwel, hag ema enn-oun hent ar falla-griez; ha digas ac’hanoun enn hent peurbaduz.