Psalmou 113
CXIII PSALM.
1Meulit ann Aotrou. Servicherien ann Aotrou, meulit hano ann Aotrou.
2Benniget ra vezo hano ann Aotrou, a-vrema ha da vikenn.
3Adaleg ar sav-heol beteg ar c’huz-heol e tlé beza meulet hano ann Aotrou.
4Uc’hel eo ann Aotrou dreist ann holl vroadou; hag he c’hloar dreist ann en-vou.
5Piou a zo henvel oud ann Aotrou, hon Doué, pehini a choum el lec’hiou uc’hel,
6Hag en em izela he unan evit welout ann traou enn en̄v ha war ann douar!
7Hen a denn ann tavanteg euz ar poultr, hag a zâv ar paour diwar ann teil;
8Evid hé lakaat gand ar brinsed, gant prinsed he bobl.
9Hag a laka ar c’hreg brec’han laou-en, ha da veza enn he zi mamm da vu-gafé.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.