CIV PSALM.
1Va ené bennig ann Aotrou; Aotrou va Doué, diskouezet ec’h euz da c’halloud enn eunn doaré skeduz; ar c’hloar hag ar gaerded ec’h euz lekeat war da dro.
2Gwisket ec’h euz ar goulou e doaré eur zaé: te a led ann en̄v e doaré eul linseren stignet.
3Lambruska a ra he gamprou huel etre ann doureier: ar c’-hoabrennou tenval a zo he garr, kerzet a ra war askel ann avel.
4Ann avelou a zo he gannaded: ar flam-mou tân he zerviche-rien.
5Harpet en deuz ann douar war he zia-zez, ker stard ne vezo horjellet hirvikenn.
6Goloet ec’h euz anezhan gant ann dounder evel gant eur wisk; ann doureier a zav dreist ar menesiou.
7Gant da c’hour-drouz e tec’hont; gant kroz da gurun ez eont kuit gant hast.
8Pin̄a a reont war ar menesiou; diskenna a reont a hed ar drao-n̄iennou, el leac’h ma ec’h euz great evit ho.
9Harz ec’h euz lekeat ha na d-aint ket dreist; ha na zis-troint ket da c’holei ann douar.
10Te eo a gas ar feunteunio enn traon-iennou; hag ho laka da redek etre ar me-nesiou.
11Holl loened ar mesiou a ev anezho; ann ezen gouez a dorr he sec’hed gant ho.
12Evned ann en̄v a choum a-ziout-ho; ho mouez a gleveur e-kreiz ar rec’hier.
13Doura a rez ar menesiou gand dou-reier euz da gamprou uhel; ann douar a zo gwalc’het gant frouez da oberiou.
14Lakaat a rez da zevel ar geot evid al loened, hag al louzou evit servich ann dud; lakaad a rez ar bara da zont euz ann douar.
15Hag ar gwin a laouena kaloun ann den, hag ann eol a laka he dal da lugerni, hag ar bara a greva he galoun.
16Gwez ar mesiou ho deuz ho gwalc’h, hag ivé gwez sedr al Liban a zo het plantet gand ann Aotrou.
17Eno eo e rai al lahoused ho neisiou: ar sapin eo ti ar si-gougn.
18Er menesion u-c’hel e choum ar c’hi-rvi; hag er rec’hier ar lapined.
19Great en deuz al loar evit merka ann amzeriou; ann heol a anavez ann amzer ma tle mont da guzet.
20Te az peuz great ann devalien hag ann noz a zo deut; epad ann noz ez a er meaz loened ar c’hoat.
21Al leoned bihan a iûd war lerc’h ho freiz, hag a glask ar hoed a zo great gand Doué evit-ho.
22Pa zav ann heol en em zastumont a-vagad, hag ez eont da c’hourveza enn ho zoullou.
23Neuzi ann den a ia er meaz; hag e la-bour beteg ar pardaez.
24Peger braz eo da oberiou o Aotrou: gant furnez ec’h euz great pep tra; leun eo ann douar euz da vadelesiou.
25Peger braz ba pegen ec’hon eo ar mor; ebarz, ez euz eunn niver braz a besked, anevaled bi-han, hag anevaled braz.
26Eno e tremen al listri; eno ema al loen divent ec’h euz great evit c’hoari enn-han.
27Holl e c’hortozont, ma roio d’ezho ar boed enn he amzer.
28Pa he roez d’ezho e tastumont anezhan; pa zigorez da zourn, ez iut leun gand da vadelez.
29Hogen mar tis-troez da zaoulagad dioutho, e vezint ne-c’het; ar c’houez a lami digant-ho, hag e fatint, hag e tistroent d’ ho foultr.
30Da spered a gasi, hag e vezint krouet; hag e nevezi gorré ann douar.
31Gloar ann Aotrou a vezo da vikenn; ann Aotrou en em laouenaio enn he oberiou.
32Hen a zell oud ann douar, bag he laka da grena: hen a stok oud ar menesiou, bag ho lakai da zi-vogedi.
33Kana a rinn d’ann Aotrou epad ma ve-viun; kana a rinn da Zoué war ar binviou epad ma vezo acha-noun.
34Va sonjezouou a vezo kevet mad dira-z-han; evid-oun me, en em laouenaio enn Aotrou.
35Ka vezo distrujet ar bec’herien diwar ann douar, ha na vezet mui ar ré fal-lagr. O va ené ben-nig ann Aotrou, meul ann Aotrou.