CIII PSALM.
1Va ené, bennig ann Aotrou; ha ke-mend a zo enn-oun ra vennigô he hano san-tel.
2Va ené bennig ann Aotrou, ha na ankou-nac’ ha he holl vade-lesiou.
3Hen eo a lam da holl fallagriezou; hag a iac’ha da holl glen-vejou.
4Heu eo a zaspren da vuez diouc’h ann distruch; hag agurun ac’hanod gand he dru-garez hag he vadele-siou.
5Hen eo a leun da c’henou gand he va-dou, hag a nevez da iaouanktiz evel hini ann er.
6Ann Aotrou a ro he drugarez hag he varnedigez d’ar ré holl a zo enkrezet.
7Roet en deuz da anaout he henchou da Voizez, hag he oberiou da vugale Israel.
8Trugarezuz ha tru-ezuz eo ann Aotrou: gouzanvuz ha truezuz meurbed eo.
9Na chourdrouzo ket bepred; ha ne ve-zo ket drouk enn han da vikenn.
10N’en deuz ket great ouz-omp hervez hor pec’hejou; ha n’en deuz ket roet kastiz d’eomp hervez kor fallagriez.
11Rak kement ha ma-z-eo uc’hel ann en̄v dreist ann douar, kement se eo hraz he drugarez oud ar ré a zouj anezhan.
12Ker pell ha ma-z-eo ar sav-heol diouc’h ar c’huz heol, en deuz pelleet diouz-omp hor fallagriez.
13Evel m’en deuz eunn tad truez oud hé vugalé, en deuz ann Aotrou truez oud ar ré a zouj anezhan.
14O veza ma-c’h anavez ann danvez ac’hanomp; kounazo deut d’ezhan e oamp poultr.
15Deisiou ann den a zo evel ar geot; ble-uni a ra evel bleun ar mesiou.
16Rag ann avel a dremen war-n-ezhan, ha na vezo mui; hag al leac’h ma’-z-edo, n’anavezo mui anez-han.
17Hogen trugarez ann Aotrou a zo a viskoaz, hag a choumo da vikenn war ar ré a zouj anezhan, hag he justis war vugalé ar vugalé.
18D’ar ré a vir he allians, hag ho deuz koun euz he c’hourc’-hemennou evid ho se-veni.
19An Aotrou en deuz savet he drôn enn en̄v; hag he rou-antelez a ren war hep tra.
20Benniget ann Aotrou, c’houi he holl elez; c’houi a zo kré ha galloudek, nag a ra he c’her, o klevout mouez he c’her.
21Benniget ann Aotrou c’houi he holl armeou; c’houi he vi-nistred, a ra hervez he ioul.
22Benniget ann Ao-trou, c’houi he holl oberiou, e pep leac’h euz he rouantelez; va ené, bennig ann Ao-trou.