Psalmou 101
CI PSALM.
1Kana a rinn di-warben ann drugarez hag ar vam: kana a rinn O Aotrou, dira-z-od.
2Ha klask a rinn gant fumez ann hent dinam. Peur e teui de etrezeg enn oun? Me a valée e dinam-ded va c’haloun e kreiz va zi.
3Na likinn netra a fall dirak va daoula-gad: kasaad a rann ar ré fallakr; ho obe-riou n’en em stagint ket ouzinn.
4Ann hini saotret he galoun a bellé di-ouz-in: na zarempre-dinn ket ann den fall.
5Lemel a rinn ann hini a wall gomz e kuz diwar-benn he nesa; na zehrinn ket gand ann hini a zo balch he lagad, hag ourgouil enn he ga-loun.
6Va daoulagad a zellé oud ar re feal war ann douar, evit ho lakaad da azeza em c’hichen; evit ser-vicher em hezo ann-hini a valé enn eunn hent eeun.
7Neb a ra drom-plerez na choumo ket em zi; neb a lavar gaou na choumo ket dirak va daoulagad.
8Diouc’h ar mintin e tistrujin holl re fal-lakr ann douar; evit kas kuit euz a gear ann Aotrou ar ré holl a ra fallagriez.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.