Psalmou 100
C PSALM.
1Kanit meuleudiou d’ann Aotrou, ann holl zouar.
2Servichit ann Aotrou gant levenez: deuit dira-z-han enn eur drida.
3Gwezit penaoz ann Aotrou a zo Doué he-unan; hen eo en deuz hor c’hreat ha ne ket ni hon-unan; he bobl omp ha denved he beuri.
4Id dre he zoriou oc’h he enori, hag enn he horched enn eur gana: enorit hen, meulit he hanô.
5Rak mad eo anu Aotrou; peur-baduz eo he drugarez: hag he wirionez a had atao.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.