CHAB. XXV.
1HOGEN Abraham a gemeraz eur chreg all hanvet Ketura,
2hag hou-raan a c’hanaz d’ezhan Zimran, Jokshan, Medan, Madian, Jishbak ha Shuash.
3Ha Jokshan a oe tad da Sheba ha da Zedan. Ha bugale Dedan a oe: an Asshurimed, al Letushimed hag al Leümimed.
4Ha bugale Madian a oe: Epha, Epher, Hanoc, Abida, Eldaa. Ar re-ze holl a zo bugale da Getura.
5Hag Abraham a roaz he lioll vadou da Isaac.
6Mes rei a reaz prezanchou da vibien he c’hroa-gez-all, hag ho c’hassaz, keit ha ma chomaz beo, pell euz he vab Isaac, etrezeg bro ar Zav-heol.
7Ha buez Abraham a ieaz da bempzec vloaz hag eiz-ugent.
8Ha neuze Abraham a rentaz he ene hag a varvaz en eur gozni eüruz, oajet braz, ha leun a zervechou; hag ez eaz varlerc’h he dud koz.
9Hag Isaac hag Ismael, he vipien, a enteraz anezhan e cavarn Macpela, dirag Mamre, e park Ephron, mab Tsohar, an Ethian,
10er park-se hen doa prenet Abraham digant bugale Heth. Eno e oe enteret Abraham, gant Sara, he bried.
11Hogen goude maro Abraham, Doue a ven-nigaz Isaac, he vab. Hag Isaac a reaz he zemeurans e-kichen ar punz hanvet punz an Hini beo a vel ac’hanoun.
12Ha setu aman lignez Ismael, mab Abraham, an hini a oa bet ganet d’ezhan gant Agar, an Egyptianes, matez da Sara.
13Ha setu aman mipien Ismael, ho hanoiou hervez ar boblou a zo bet savet euz a wenn pep hini anezhe: Mab hena Ismael a oa Nabajoth, an eil Kedar,
14ha goude Adbeel, Mibsam, Mishma, Duma,
15Massa, Hadar, Thema, Jethur, Naphish, ha Kedma.
16Ar re-ze eo mipien Ismael, hag ar re-ze eo an hanoiou ho deuz roet d’ho c’heariou ha d’ho douarou; ar re-ze a oe an daouzec prins euz ho foblou.
17Buez Ismael a ieaz da seiteg vloaz ha c’houec’h-ugent. Neuze e rentaz he ene hag e varvaz, hag ez eaz da gavoud he dud koz.
18Ar vro ma chomaz he vugale enhi a ia euz a Havila beteg Shur, pehini a sko var an Egypt, pa’z er etrezeg an Assyri. Eno e chomaz hag e talc’haz ar vro en he c’halloud, dirag he holl vreudeur.
19Ha setu aman lignez Isaac, mab da Abraham: Abraham a oe tad da Isaac.
20Isaac d’an oad a zaou-ugent vloaz a zimezaz da Rebecca, merc h da Vethuel, an Aramead, ginidic euz a Baddan-Aram, ha c’hoar da Laban, an Aramead.
21Hag Isaac a bedaz calonec an Aotrou evit he bried, rag n’he doa ket a vugale. Hag an Aotrou a zelaouaz he beden; ha Rebecca he c’hreg a goncevas.
22Mes ar vugale a strope an eil deuz egile e corf ho mam, ha kement-se a reaz d’ezhi lavaret: Mar d’eo evel-se ema an traou, perag e choman-me beo? Hag ez eaz da c’houlen cuzul digant an Aotrou.
23Hag an Aotrou a lavaraz dezhi: Diou vroad-tud a zo en da gorf, ha daou bobl a vezo disparti etrezhe en eur zond er meaz euz da gorf. Unan euz ar boblou-ze avezo krenvoc’h eged egile; hag ar c’henta ganet anezhe a vezo servicher d’egile.
24Hag an amzer ma tlie gwilloudi a erruaz, ha setu ma oa daou vugel assambles en he c’hov.
25An hini a zeuaz da genta er bed a oa rouz, ha goloet a vleo, evel eul loen; hag e oe hanvet ganthe, Esaü (blevec).
26Goude-ze e teuaz he vreur, crog gant he zorn e seul-troad Esaü; setu perag e oe galvet Jacob (an hini a gemer plas eun all). Tri-ugent vloaz a oa Isaac pa zeuaz he vugale er bed.
27Hag ar vugale a greskaz, hag Esaü a zeuâz da veza eur chasseour habil, hag a blije d’ezhan chom var ar jneaz; mes Jacob zeuaz da veza eun den a beoc’h, hag a oa gwelloc’h ganthan chom en he danten.
28Hag Isaac a gare Esaü, rag mad e kave kig al loened gwez lazet ganthan, mes Rebecca a gare Jacob.
29Hogen eun dervez, pa oa Jacob o poazat eun tam boued, Esaü a zeuaz divar ar meaz hag a oa skuiz.
30Hag Esaü a lavaraz da Jacob: Ro d’in da zebri euz ar boazaden rouz-ze, euz an tam boued rouz ec’h euz aze; rag gwall skuiz oun. Dre’n abek da gement-se eo bet hanvet Esaü, Edom, (rouz).
31Mes Jacob a lavaraz d’ezhan: Gwerz d’in-me, da genta, da wir a vab-hena. Hag Esaii a lavaraz:
32Setu me o vond da vervel, da betra a zervicho d’in-me ar gwir a vab hena?
33Ha Jacob a lavaraz: Tou d’in da genta. Hag e touaz d’ezhan: evel-se e verzaz he wir a vab hena da Jacob.
34Ha Jacob a roaz da Esaü bara hag eur pladad piz rouz da zibri, hag e tebraz hag ec’h evaz; ha neuze e savaz, hag ez eaz kuit. Evel-se Esaü a reaz disprij var ar gwir a vab hena.