CHAB. XXIV.
1Hogen Abraham a oa koz ha oajet braz; hag an Aotrou heu doa benniget anezhan e pep tra.
2Hag Abraham a lavaraz d’he zervicher, d’ar c’hossa euz he di, d’an hini a c’houarne kement hen doa: Laka, me az ped, da zorn dindan va morzed,
3ha me a rai d’id touat dre an Aotrou, Doue an env ha Doue an douar, ne gemeri biken, evit pried d’am mab, hini euz a verc’hed ar Gana-need, e-touez pere emoun o chom.
4Mes mond a ri d’am bro, hag e-touez va c’herentiach, hag e kemeri ac’hane eur c’hreg d’am mab Isaac.
5Hag ar servicher a respontaz d’ezhan: Mar-teze ar plac’h yaouank ne fello ket d’ezhi dond ganen d’ar vro-man. Ha red a vezo d’in-me kas da vab d’ar vro a behini ez oud deuet?
6Abraham a lavaraz d’ezhan: Diwall na gassi biken va mab di.
7An Aotrou, Doue an envou, pehini hen deuz va c’hemeret euz a di va zad hag euz ar vro ma’z oun ganet, ha pehini hen deuz touet d’in en eur lavaret: Me a roio d’al lignez ac’ha-noud ar vro-man, an Doue-ze a gasso he eal en da raog, hag e kemeri ac’hane eur pried evit va mab.
8Ma ne fell ket d’ar plac’h yaouank, dond d’az heul, e vezi diskarget euz al le a lakan ac’ha-noud da ober. Mes petra-benag a c’hoarvezo, na gas ket va mab di.
9Ar servicher a lakeaz eta he zorn dindau morzed Abraham, he vestr, hag a douaz ober ar pez a c’hourc’hemene.
10Neuze ar servicher a gemeraz deg cauval d’he vestr, hag en em lakeaz en hent, ganthan etre he zaouarn a bep seurt madou d’he vestr. Sevel a reaz eta hag ez eaz er Mezopotami, d’ar gear ma oa Nachor o chom enhi.
11Hag o veza lakeet he ganvaled da ziskuiza var ho daou-lin, er meaz a gear, e-kichen eur punz dour, var dro an abardaez, d’ar mare ma’z oa custum ar merc’hed da zond da denna dour;
12e lavaraz: Aotrou, Doue va mestr Abraham, gra d’in, me az ped, kavoud hirio ar pez a gla-kan, ha diskouez da drugarez e-kenver va mestr Abraham.
13Setu me aman em za e-kichen ar feunteun-man, ha merc’hed yaouank an dud euz a gear a zeu da denna dour.
14Ar plac’h yaouank eta da behini e livirin: Izela, me az ped, da bod-dour, evit ma c’hevin; hag a responto: Ev-ta, ha me a roio ive da eva d’az canvaled; ra vezo honnes an hini ec’h euz choazet evit Isaac, da zervicher; ha dre eno ec’h anavezin ez oud bet trugarezuz e-kenver va mestr.
15N’hen devoa ket c’hoas achuet da gomz, ha setu Rebecca, merc’h da Vethuel, mab da Vilca, greg Nachor, breur da Abraham, o tond er meaz gant he fod-dour var he skoaz.
16Hag ar plac’h yaouank a oa leun a c’hened, gwere’hez e oa, goaz e-bed n’hen doa he anavezet. Disken a reaz d’ar vammen-dour, carga a reaz he fod-dour, hag e savaz da vond kuit.
17Neuzear servichera redaz d’he c’havoud, hag a lavaraz: Ro d’in, me az ped, eur banne-dour da eva diouz da bod.
18Hag hi a lavaraz: Ev, va aotrou, hag ec’h hastaz buhan disken he fod-dour var he dorn, hag e roaz d’ezhan da eva.
19Goude ma hen devoa evet, hi a lavaraz: Me a ia ive da denna dour d’ar c’hanvaled, ken ho devezo evet ho gwalc’h.
20Hag ec’h hastaz buhan golonteri he fod-dour ebarz al laouer; redec a reaz d’ar punz da denna dour, hag e tennaz evit an holl ganvaled.
21Hag ar zervicher koz a zelle outhi heb lavaret ger e-bed, evit gouzoud ha roet hen doa an Aotrou issu-vad d’he veach, pe n’hen doa ket.
22Ha pa oe achu gant ar chanvaled da eva, an den-ze a gemeraz eur walen aour hag a boeze eun hanter sicl, ha diou walen-breac’h evit he daouarn, hag a boeze deg sicl aour.
23Hag e lavaraz: Da biou oud-de merch? lavar d’in, me az ped. Ha bez’a zo plas e ti da dad evid’omp, da dremen an noz?
24Hi a lavaraz d’ezhan: Me a zo merch da Vethuel, mab Milca euz he goaz Nachor.
25Ouspen-ze, eme-z’hi, beza ez euz en hon ti-ni kalz a golo hag a voued loened, ha plas ive evit trernen an noz.
26Hag an den-ze a stouaz hag en em brosternaz dirag an Aotrou,
27hag a lavaraz: Ra vezo benniget an Aotrou, Doue Abraham, va mestr, pehini n’euz ket ehanet da veza madelezuz ha fidel e-kenver va Aotrou! Pa oan en hent, an Aotrou hen deuz va bleinet da di breudeur d’am aotrou.
28Hag ar plac’h yaouank a redaz hag a gontaz an traou-ze holl e ti he mam.
29Hogen Rebecca he doa eur breur hanvet Laban. Ha Laban a redaz er meaz etrezeg an den-ze, a oa e-kichen ar feunteun.
30Kerkent ha m’hen doe gwelet ar walen-viz hag ar gwalennou-breac’h aour var daouarn lie c’hoar, ha klevet he c’hoar Rebecca o lavaret: An den-ze hen deuz komzet evel-se ouz’in, e teuaz etrezeg an den-ze hag e kavaz anezhan e-kichen he ganvaled e-tal ar feunteun.
31Hag e lavaraz: Deuz en ti, den benuiget gant Doue, perag e chomez-te er meaz pa em euz reizet an ti, hag eur plas evit ar c’hanvaled.
32An den a ieaz eta ebarz an ti, ha Laban a zizammaz ar c’hanvaled, rei a reaz d’ezhe kolo ha boued-all, ha dour d’ar goaz da walchi he dreid ha d’an dud o oa deuet ganthan.
33Hag e oe lakeet dirazhan boued da zibri. Mes hen a lavaraz: Ne zebrin tam ken am bo lavaret ar pez em euz da lavaret. Ha Laban a lavaraz: Komz eta.
34Neuze e lavaraz: Me a zo servicher da Abraham.
35Hogen an Aotrou hen deuz benniget meurbed va mestr, hag ez eo deuet da gaoud madou braz; roet hen deuz d’ezhan denved, hag ejened, arc’hant hag aour, servicherien ha servicherezed, canvaled hag azened.
36Ha Sara greg va aotrou, he deuz ganet eur mab d’am aotrou, goude ma oa deuet da veza koz, ha va mestr hen deuz roet d’ezhan kement hen deuz.
37Ha va aotrou hen deuz lakeet ac’hanoun da douat, en eur lavaret: Na gemeri biken eur c’hreg d’am mab euz a-douez merc’hed ar Gana-need e bro pere emaoun o chom.
38Mes mond a ri etrezeg bro va zad, hag etrezeg va c’herentiach, hag eno e kemeri eur pried d’am mab.
39Hag e liviriz dam aotrou: Marteze ne fello ket d’ar plac’h yaouank dond ganen?
40Hag e respontaz d’in: An Aotrou, eme-z’han, dirag pehini e kerzan, a gasso he eal ganez hag a roi issu-vad d’ar veach a ri, hag e kemeri eur c’hreg d’am mab euz va cherentiach hag euz a di va zad.
41Distag e vezi euz al le braz a rez d’in pa vezi bet o kavoud va c’hereut; ha ma na roer ket anezhi d’id, te a vezo distag euz al le braz a rez d’in.
42Ha pa’z oun deuet hirio e-kichen ar feun-teun, em euz lavaret: Aotrou, Doue va mestr Abraham! mar plij ganez lakaad va beach da zond da vad,
43setu me em za e-kichen ar feunteun; arplac’h yaouank a zeui da gerc’hat dour, da behini a lavirin: Ro d’in eur banne dour da eva euz da bod,
44hag a responto d’in; Ev da unan, ha me a denno ive evit da ganvaled, ra vezo honnes ar pried hen deuz choazet an Aotrou da vab va mestr.
45Araog ma’m boa achuet da lavaret ar c’homzou-man enoun va-unan, setu ma veliz Rebecca o tond er meaz gant lie fod var he skoaz; dis-kennet eo bet d’ar feunteun, ha tennet he deuz dour. Ha me o lavaret d’ezhi: Ro d’in da eva, me az ped;
46hag hi diouc’h-tu o tisken he fod divar he skoaz, hag o lavaret d’in: Ia, ev da-unan, ha me a roio ive da eva d’ar c’hanvaled a zo ganez. Evet em euz eta, hag he deuz roet ive da eva d’ar chanvaled.
47Hag em euz great eur goulen diganthi, ha lavaret d’ezhi: Da biou oud-te merc’h? Hi he deuz respontet: Me a zo merc’h Bethuel, mab da Nachor a oa ganet d’ezhan gant Milca. Neuze em euz staget ar walen ouz he fri hag ar walennou-breach var he daouarn.
48Neuze ez oun bet stouet hag en em brosternet dirag an Aotrou, hag em euz benniget an Aotrou, Doue va mestr, Abraham, pehini hen deuz va bleinet en hent eün, da gemeret merc’h breur va mestr evit he vab.
49Rag-se-ta mar ema en ho spered beza truga-rezuz ha leal e-kenver va mestr, discleriet d’in kement-se; ma ne fell ket d’ehoc’h, discleriet-hen ive hag ez in a-gleiz pe a-zeou.
50Ha Laban ha Bethuel a respontaz: Kement-man a zeu a-berz an Aotrou; ne hellomp lavaret d’id na droug na mad.
51Setu Rebecca aman diraz’oud; kemer anezhi, ha kerz en hent; ra vezo-hi greg mab da vestr evel m’hen deuz lavaret an Aotrou.
52Ha kerkent ha m’hen doe servicher Abraham klevet ho c’homzou, e stouaz d’an douar dirag an Aotrou.
53Neuze ar servicher a dennaz traou arc’hant hag aour, ha dillad kaer, hag ho roaz da Rebecca; rei a reaz ive traou precius d’he breur ha d’he mam.
54Hag e tebrjont hag e c’hevjont, hen hag ar re o oa ganthan, hag e tremenjont eno an noz. Hag e savjont an deiz varlerc’h, hag ar servieher a lavaraz: Lezit, ac’hanoun da vond kuit, evit ma tistroin da gavoud va mestr.
55Hag he breur hag he mam a lavaraz: Ra chomo ar verc’h yaouank ganeomp eun dervez benag, var dro deg dervez, ha goude ez ai kuit.
56Hag e lavaraz d’ezhe: Na glaskit ket va derc’hel pelloc’h pa hen deuz an Aotrou lakeet va beach da zond da vad. Lezit ac’hanoun ma’z in ragtal etrezeg va mestr.
57Neuze e leverjont: Galvomp ar plac’h yaouank ha goulennomp he menoz var gement-se.
58Gervel a rejont eta Rebecca hag e leverjont d’ezhi: Ha felloud a ra d’id mond gant an den-man? Hag e respontaz: Mond a rin.
59Lezel a rejont neuze ho c’hoar Rebecca, da vond kuit, ha ganthi he magerez, ha servicher Abraham, hag an dud a oa ganthan.
60Hag e rojont ho bennoz da Rebecca hag e leverjont d’ezhi: O hor c’hoar, ra vezi mam da villerou a zeg millerou, ha ra zeuio da lignez da gaoud en he galloud dor he inimied.
61Ha Rebecca hag he zervicherezed a zavaz hag a bignaz var ar chanvaled, hag ec’h ejont da heul an den-ze. Ar servicher a gemeraz eta Rebecca hag a ieaz en hent.
62Hogen, Isaac o oa o tond euz ar punz hanret an Hini beo a vel ac’hanoun; hag e oa o chom e bro ar c’hreiz-deiz.
63Hag Isaac a oa deuet ef meaz da zonjal dre ar parkeier, var dro an abardaez; hag o sevel he zaou-lagad, e sellaz, hag e velaz ma oa can-valed o tond.
64Rebecca a zavaz ive he daou-lagad, a velaz Isaac, hag en em daolaz d’an traon divar he c’hanval.
65Rag lavaret a reaz d’ar servicher: Piou eo an den-ze a zo o tond a-dreuz ar parkeier etrezeg enomp? Hag ar servicher a respontaz: Hennes eo va aotrou. Ha Rebecca a gemeraz he voal, hag en em c’holoaz ganthan.
66Hag ar servicher a gontaz da Isaac kement tra hen devoa great.
67Neuze Isaac a gassaz Rebecca e tanten Sara he vam; kemer a reaz Rebecca da bried hag e caraz anezhi. Hag Isaac en em gonsolaz goude maro he vam.