CHAB. XVI.
1HOGEN, Saraï, greg Abram n’he doa roet bugel e-bed d’ezhan; hag he doa eur vatez Egyptianes hanvet Agar.
2Ha Saraï a lavaraz da Abram: Gwelet a ran ne fell ket d’an Aotrou em be bugale; deuz-ta, me az ped, kemer va matez; marteze em bezo bugale anezhi. Hag Abram a zentaz ouz mouez Saraï.
3Ha Saraï, greg Abram, a gemeraz he matez Agar, an Egyptianes, hag a roaz anezhi da c’hreg da Abram, he fried, deg vloaz goude ma oa eat da chom da vro Canaan.
4Dond a reaz eta da gavoud Agar, hag hou-man en em gavaz brazez. Hag Agar pa velaz e oa en em gavet brazez, a reaz disprij var he mestrez.
5Neuze Saraï a lavaraz da Abram: An dis-megans a zo great d’in, a gwez var-n’oud. Lakeet em euz va zervicherez, etre da zi-vreac’h; ha breman, pa vel eo deuet da veza brazez, e ra disprij var-n’oun. Ra varno an Aotrou etre me ba te.
6Hag Abram a respontaz da Saraï: Da vatez a zo etre da zaouarn, gra d’ezhi evel ma plijo ganez. Ha Saraï a wall-dretaz anezhi, hag Agar a dec’haz kuit diouthi.
7Mes eal an Aotrou a gavaz anezhi e-kichen eur feunteun en dezert, e-kichen ar vammen dour a zo var hent Shur.
8Hag an eal a lavaraz d’ezhi: Agar, matez Saraï, a beleac’h e teuez-te? ha da beleac’h emaoud o vond? Hag hi a respontaz: Tec’het a ran deuz Saraï, va raestrez.
9Hag eal an Aotrou a lavaraz d’ezhi: Distro da gavoud da vestrez ha pleg dezhi.
10Hag eal an Aotrou a lavaraz d’ezhi: Me a gresko kement an niver euz an dud a deuio ac’hanoud ma n’hello den ho c’hounta.
11Hag eal an Aotrou a lavaraz d’ezhi: Setu te deuet da veza dougerez; hag e pezo eur mab, hag e roi d’ezhan an hano a Ismael (Doue a glev); rag an Aotrou hen deuz selaouet ac’hanoud pa oaz en dristidigez.
12Ar mab-se a vezo evel eun azen gwez; he zorn a vezo savet a-enep an holl, ha dorn an holl a vezo savet en he enep; sevel a rai dispont he danten dirag hini he holl vreudeur.
13Hag Agar a c’halvaz gant an hano-man hano an Aotrou hen doa komzet outhi, Atta-el-roi (te a zo eun Doue hag a vel). Rag, eme-z’hi, ha n’em euz-me ket gwelet aman an hini a vele ac’hanoun?
14Rag-se ar punz-ze a oe galvet punz Lachai-Roi (punz an hini a vel ac’hanoun). Ar punz-ze a zo etre Kades ha Bered.
15Hag Agar a c’hanaz eur mab da Abram. Hag Abram a roaz d’he vab, hen doa bet euz Agar, an hano a Ismael.
16Hogen Abram a oa oajet a c’houec’h vloaz ha pevar-ugent, pa c’hanaz Agar eur mab d’ezhan.