CHAB. XV.
1GOUDE an traou-ze, an Aotrou a gomzaz da Abram en eun hunvre, hag a lavaraz: N’az pe ket a aoun, Abram, me eo da zifen ha da recompans braz meurbed.
2Hag Abram a respontaz: Aotrou Doue, petra a roi-te d’in-me? Emaoun o vond kuit euz ar bed-man heb bugale, hag an hini hen deo va zi var va lerc’h eo Eliezer euz kear Damas.
3Hag Abram a lavaraz: Pa n’ec’h euz ket roet a vugale d’in, setu ma vezo heritour d’in eur servicher ganet em zi.
4Ila setu ma teuaz ger an Aotrou beteg enhan, en eur lavaret: N’eo ket hennes a vezo da heritour; mes an hini a deui ac’hanoud, hennes eo a vezo da heritour.
5Hag o veza he zigasset er meaz, e lavaraz d’ezhan: Sell etrezeg an env, ha count ar stered, mar gellez ober; da vugale var an douar a vezo ker stank hag ar stered-se.
6Hag Abram a gredaz d’an Aotrou, hag an Aotrou a gountaz kernent-se d’ezhan evel justis.
7Hag e lavaraz d’ezhan: Me eo an Aotrou, an hini hen deuz ta dennet kuit euz a Ur, kear ar Galdeaned, evit rei d’id ar vro-man, da viret.
8Hag Abram a respontaz: Aotrou Doue, penaos ec’h anavezin-me e vezo eun deiz da zond ar vro-man d’in?
9Hag an Aotrou a lavaraz: Kemer d’in, eme-z’hi, eun ounner a dri bloaz, eur c’havr a dri bloaz, eur maout a dri bloaz, eun durzunel, hag eur goulmic yaouank.
10Abram a gemeraz al loened-ze holl, ho zroc’haz e daou-hanter hag a lakeaz peb hanter var eün d’egile; mes ne droc’haz ket al lapoused e daou hanter.
11Hag al lapoused gwez en em daolaz var ar c’horfou maro-ze; mes Abram ho c’hassaz kuit.
12Ha pa oa an heol o vond da guzet, ar c’hoant kousket a grogaz en Abram, ha setu ma oe spountet, ha ma kwezaz var-n’ezhan eun deva-lijen vraz.
13Hag an Aotrou a lavaraz da Abram: Dalc’h sonj mad e vezo da lignez estranjour en eur vro ha na vezo ket d’ezhi, hag e vezo e servich tud ar vro-ze, pere a wasko da lignez e-pad pevar-c’hant vloaz.
14Koulscoude me ive a varno ar bobl-ze dindan pehini e tle da lignez servicha; ha goude-ze ez aint ac’hane gant pinvidigezou braz.
15Mes, te a ielo e peoc’h da gavoud da dud koz, o vervel en eur gozni eurus.
16Ha d’ar bevare lignez e tistroint aman; rag evit c’hoas n’eo ket bar ar muzul euz a fallagriez an Amoreaned.
17Ha pa oe kuzet an heol, e savaz eun devalijen vraz; hag e oe gwelet eur forn vogedus, hag eur flamijen dan o tremen e-kreiz etre al loened daou hantered.
18Hag en dervez-ze an Aotrou a reaz alians gant Abram, en eur lavaret: Me a ro ar vro-man d’az lignez adaleg ster an Egypt beteg ar ster vraz, ster an Euphrat;
19rei a ran d’id bro ar C’henianed, ar C’hadmo-nianed, an Hetianed,
20ar Pherezianed, ar Raphaimed,
21an Amoreaned, ar Gananeed, ar Guirgasaned hag ar Jebusianed.