CHABISTR XVI.
1Recommandi a ran deoc’h Phœbe, hor c’hoar, ha servicherez euz an Iliz a Genchrea; 2evit ma tigemerot anezhi en Aotrou, evel ma tere ouz ar Zent; ha ma sicourot anezhi en kement tra ma c’halfe kaoud ezom ac’hanoc’h; rag honnes he deuz recevet en he zi meur a hini, hag ac’hanoun‐me dreist holl.
3Saludit Priscilla hag Akilas, va c’hen‐labourerien en Jesus‐Christ, 4pere ho deuz exposet ho buez evit va hinime; ha n’e ket me hep‐ken a deu d’ho zrugarekaad, mes ive holl Ilizou ar Jentiled. 5Saludit ive an Iliz a zo en ho zi. Saludit Epaïnetus, va muia‐karet, ar c’henta a zo bet en eni gonvertisset d’ar C’hrist en Akaia. 6Saludit Mari, pehini he deuz kemeret kalz a boan evidomp. 7Saludit Andronicus ha Junia, va c’herent, ha va c’hompagnunez er prizon. Braz int e‐touez an ebestel, hag ouz‐pen, credet ho deuz er C’hrist araog d’in. 8Saludit Amplias, va muia‐karet en Aotrou. 9Saludit Urbanus, compagnon euz hon labouriou er C’hrist; ha Stachys, va muia‐karet. 10Saludit Appelles, pehini a zo bet amprouvet er Christ. Saludit ar re euz a di Aristobolus. 11Saludit Herodion, a zo euz va c’herent. Saludit ar re euz a di Narcissus, pere a zo en Aotrou. 12Saludit Tryphina ha Tryphosa, pere ho deuz labouret evit an Aotrou. Saludit Persid, ar muia‐karet, pehini he deuz labouret kalz evit an Aotrou. 13Saludit Rufus, choazet gant an Aotrou, hag he vam, pehini a zo ive mam d’in‐me. 14Saludit Asyncritus, Phlegon, Hermas, Patrobas, Hermes, hag ar breudeur pere a zo ganthe. 15Saludit Philologus ha Julia, Nerea hag he c’hoar, hag Olympia, hag an holl Zent a zo ganthe. 16En em zaludit an eil egile gant eur pok santel. Ilizou ar C’hrist a zalud ac’hanoc’h.
17Koulskoude, ho pedan, breudeur, da ziwall ouz ar re a laka da zevel divisionou ha scandal a‐enep an doctrin hoc’h euz desket, ha da bellaad diouthe. 18Rag ar seurt tud‐se na zervichont ket hon Aotrou Jesus‐Christ, mes ho c’hov ho‐unan; ha gant komzou kaer ha meulodiou, e tromplout calonou an dud divalis. 19Rag anavezet eo gant an holl ez oc’h sentus meurbed; en em rejouissa a ran eta abalamour deoc’h, ha deziroud a ran e vec’h fur e‐kenver ar mad ha pur e‐kenver an drouk. 20Hep dale an Aotrou a beoc’h a vrevo Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jesus‐Christ ra vezo ganeoc’h! Amen.
21Timoteus, va c’hen‐labourer, ha Lucius, ha Jason, ha Sosipater, va c’herent, a zalud ac’hanoc’h.
22Me, Tertius, pehini em euz scrivet al lezer‐man, a zalud ac’hanoc’h.
23Gaius, an hini am receo, hag a receo an Iliz holl en he di, a zalud ac’hanoc’h. Erastus, tenzorier kear, ha Kuartus, hor breur, a zalud ac’hanoc’h.
24Gras hon Aotrou Jesus‐Christ ra vezo ganeoc’h holl! Amen.
25D’an hini hen deuz ar galloud d’ho krenvaad hervez va Aviel, hag ar pez a zo bet prezeget gant Jesus‐Christ, hervez revelation ar myster, dalc’het kuzet e‐pad meur a gant vloaz, 26mes a zo breman diskuzet dre Scrituriou ar brofeted, hervez gourc’hemen an Doue eternel, ha discleriet d’an holl Jentiled, evit ma sentint ouz ar feiz; 27da Zoue, pehini hep‐ken a zo fur, ra vezo rentet, dre Jesus Christ, ar gloar e peb amzer! Amen.