CHABISTR XIV.
1An hini a zo febl er feiz, digemerit anezhan gant madelez, heb disput var an opinionou. 2Unan a gred ec’h hell dibri euz a bep tra; hag an hini a zo febl na zebr nemed legumach. 3An hini a zebr a bep seurt, ra ziwallo da zisprijoud an hini na zebr ket a bep seurt; hag an hini na zebr ket a bep seurt, ra ziwallo da varn an hini a zebr a bep seurt; rag Doue hen deuz he zigemeret. 4Piou oud‐de, te pehini a gondaon servicher eun all? D’he vestr he‐unan eo barn anezhan, mar choum en he za, pe mar deu da gweza; mes choum a rai en he za, rag Doue a zo galloudus evit rei nerz dezhan.
5He‐man a istim eun devez dreist eun devez all; hennes a istim an holl deveziou an eil kement hag egile; ra hen devezo pep den en he spered eur greden barfet eo mad ar pez e ra. 6An hini a observ an deveziou, a observ anezhe, abalamour d’an Aotrou; hag an hini na observ ket anezhe, n’ho observ ket, abalamour d’an Aotrou; an hini a zebr a bep seurt, a zebr, en doujans an Aotrou, rag trugarekaad a ra Doue; hag an hini na zebr ket a bep seurt, evit an Aotrou eo ne zebr ket, hag e rent ive grasou da Zoue. 7Rag, hini ac’hanomp na vev evithan he‐unan, hag hini ac’hanomp na varv evithan he‐unan. 8Mar bevomp, evit an Aotrou eo e vevomp; ha mar marvomp, evit an Aotrou eo e varvomp; evel‐se ’ta, daoust pe beva, pe vervel a reomp, ez omp d’an Aotrou. 9Rag evit se eo marvet ar C’hrist, ha resussitet, hag hen deuz kemeret adare ar vuez, evit dond da ren var ar re veo ha var ar re varo.
10Mes te, perag e varnez‐te da vreur? Ha te ive, perag e tisprijez‐te da vreur? pa’z eo gwir e vezimp lakeat holl dirag tribunal ar C’hrist. 11Rag scrivet eo: Evel ma’z oun beo, eme an Aotrou, pep glin a blego dirazoun, ha pep teod a rento gloar da Zoue. 12Evel‐se ’ta pep hini ac’hanomp a rento count da Zoue evithan he‐unan.
13N’en em varnomp mui eta an eil egile; mes barnit kentoc’h ne dleer rei nag occasion da bec’hi, na scandal e‐bed d’hor breur. 14Me a oar, hag a zo sur mad dre an Aotrou Jesus, penaos n’euz netra souillet anezhan he‐unan; koulskoude an hini a sonj dezhan ez eo souillet eun dra, an draze a zo souillet evithan. 15Mes ma vez da vreur glac’haret ganez abalamour da eur boued‐benag, n’en em gomportez mui hervez ar garantez. Ne laka ket da vond da goll, dre da voued, an hini evit pehini eo marvet ar C’hrist. 16Diwallit eta ne vez drouk‐komzet divarben al liberte hoc’h euz. 17Rag rouantelez Doue n’ema ket en dibri nag en eva, mes er justis, er peoc’h, hag er joa dre ar Spered‐Santel. 18An neb a zervich ar C’hrist en doareze, a blij da Zoue, hag a vez kavet mad gant an dud.
19Klaskomp eta an traou a gas d’ar peoc’h, hag a hell hon edifia an eil hag egile. 20N’ed a ket da zistruj œuvr Doue evit eun tam boued. Gwir eo penaos pep tra a zo pur, mes eun dra fall eo d’an den ho dibri, en eur rei scandal. 21Mad eo choum heb dibri kig, nag eva gwin, hag en em viret euz a gement a helfe lakaad da vreur da stronsa, pe da gweza, pe da zinerza. 22Beza ec’h euz‐te ar feiz‐ze? dalc’h anezhi enoud da‐unan dirag Doue. Eürus an hini n’en em gondaon ket he‐unan er pez a gav mad. 23Mes an hini hen deuz douetans divarben eun tam boued, a zo condaonet mar tebr anezhan, abalamour n’hen gra ket gant feiz; hogen kement tra n’ed eo ket great gant feiz, a zo pec’hed.