Romaned 13
CHABISTR XIII.
1Ra vezo peb den sentus ouz ar puissansou huel; rag n’euz puissans e‐bed ha ne deufe euz a Zoue; hag ar puissansou a zo breman, a zo bet lakeat gant Doue. 2Rag‐se, piou‐benag a stourm ouz an otorite, a zeu da enebi ouz urz Doue; hag ar re a zeu da enebi, a denno ar varnedigez varnezhe ho‐unan. 3Rag n’eo ket pa rer actionou mad, mes pa rer re fall, e vez leac’h da gaoud aoun rag ar re a c’houarn. Ha te a fell d’id beza heb aoun rag ar puissansou? Gra ar mad, hag e vezi meulet ganthe. 4Rag ar Rener a zo servicher Doue evit da vad‐te; mes, mar grez an drouk, diwall, rag n’eo ket evit netra e toug‐hen ar c’hleze; rag eur servicher a Zoue eo, evit renta ar justis, en eur bunissa an hini a ra an drouk. 5Dre‐ze eo red beza sentus, n’e ket hep‐ken abalamour d’ar bunition, mes ive abalamour d’ar goustians. 6Abalamour da ze ive eo e paeit ar c’hargou, rag ministred Doue int, oc’h en em rei d’an deveriouze. 7Rentit eta da bep hini ar pez a zo dleet dezhan; an tribut d’an neb ma’z eo dleet an tribut; an taillou d’an neb ma’z eo dleet an taillou; an doujans d’an neb ma’z eo dleet an doujans; an henor d’an neb ma’z eo dleet an henor.
8Na dleit netra da zen e‐bed, nemed ar garantez an eil evit egile; rag an hini a gar ar re all, hen deuz accomplisset al lezen. 9Rag, ar gourc’hemenou‐man: Na ri ket a avoultriach; na lazi ket; na laeri ket; na liviri ket a desteni faoz; na c’hoantai ket; ha kement gourc’hemen all a helfe beza, kement‐se holl a zo dalc’het er gomz‐man: Karoud a ri da nessa evel‐d’oud da‐unan. 10Ar garantez na ra ket a zrouk d’an nessa; ar garantez eta eo an accomplissamant euz al lezen.
11Ha kement‐se a dleit da ober, abalamour d’an amzer ma’z omp enhan; rag breman ema an heur deomp da zihuna euz hor c’housk, pa’z eo gwir ar zilvidigez a zo breman tostoc’h deomp eged pa hon euz credet. 12An noz a zo avanset mad, hag an deiz a dosta; taolomp eta diouzomp oberou an devalijen, ha gwiskomparmou ar sclerijen. 13Baleomp gant honestis evel ma rer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, nag el lubricite nag el louzdoni, nag er chican, nag en anvi; 14mes en em viskit euz an Aotrou Jesus‐Christ, ha na zelaouit ket ar c’hig evit he gontanti en he zeziriou fall.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.