CHABISTR XXIII.
1Neuze Jesus a gomzaz ouz ar bobl, hag ouz he ziskibien, hag a lavaraz dezhe: 2Ar Scribed hag ar Farizianed a zo azezet var gador Moises. 3Mirit eta, ha grit kement a lavaront deoc’h da ober; mes na rit ket hervez ho oberou, rag lavaret a reont, mes ne reont ket. 4Rag eren a reont bec’hiou pounner, pere na heller ket da zougen, hag e lekeont anezhe var diou‐skoaz an dud; mes na fell ket dezhe lakaad ho biz d’ho finval. 5Hag ober a reont ho holl oberou evit beza gwelet gant an dud; rag ledan a reont ho phulacteriou, hag asten a reont franjou ho dillad; 6karoud a reont ar plasou kenta er festou, hag ar c’hadoriou kenta er sinagogou; 7ha beza saludet er plasennou public, ha beza galvet gant an dud: Mestr, mestr. 8Mes c’houi, ne lakit ket gervel ac’hanoc’h, Mestr; rag unan hep‐ken eo ho mestr, ar C’hrist; ha c’houi holl a zo breudeur. 9Ha na c’halvit den var an douar ho tad; rag n’hoc’h euz nemed eun Tad hepken, an hini a zo en envou. 10Ha na lakit ket gervel ac’hanoc’h doctored; rag n’hoc’h euz nemed eun Doctor hepken, pehini eo ar C’hrist. 11Mes ra vezo ar brassa en ho touez ho servicher. 12Rag piou‐benag en em huellaio, a vezo izelleet; ha piou‐benag en em izellaio, a vezo huelleet.
13Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma serrit rouantelez an envou ouz an dud; na antreit ket ebarz hoc’h‐unan, ha na lezit ket da antren ar re a fell dezhe mond ebarz.
14Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma tevorit tiez an intanvezed, ha ma rit evit digarez pedennou hir; evit se e recevfot eur varnedigez vrassoc’h.
15Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag redec a rit dre ar mor ha dre an douar evit ober eun diskibl; hag eur vech great, e rentit anezhan mab d’an ifern diou wech muioch egedoc’h hoc’h‐unan.
16Malheur deoc’h, renerien dall, pere a lavar: Mar deu unan‐benag da douat dre an templ, an dra‐ze n’ed eo netra; mes an hini a dou dre aour an templ, hennes a rank derc’hel d’he c’her! 17Tud diskiant ha dall; pehini eo ar brassa, pe an aour, pe an templ dre behini eo santifiet an aour? 18Ha piou‐benag, eme c’houi, hen deuz touet dre an aoter, an dra‐ze n’eo netra; mes mar hen deuz touet dre an offrans pehini a zo varnezhi, e ranko derc’hel d’he c’her. 19Tud diskiant ha dall! rag pehini eo ar brassa, pe an offrans, pe an aoter dre behini eo santifiet an offrans? 20Piou‐benag eta a dou dre an aoter, a dou dreizhi, ha dre gement a zo varnezhi; 21ha piou‐benag a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an hini a zo o choum enhan; 22ha piou‐benag a dou dre an env, a dou dre dron Doue, ha dre an hini a zo azezet varnezhan.
23Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag paea a rit an deog var ar menth, var an anet, ha var ar c’houmin, hag e lezit an traou ar muia talvoudec euz al lezen, ar justis, an drugarez hag ar fidelite. An traou‐man a oa dleet da ober, hep tremen ober ar re‐all. 24Renerien dall, pere a zil eur fubuen, hag a lounk eur c’hanval!
25Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag netaad a rit an diaveaz euz an tas hag euz ar plad, ha c’houi en diabarz a zo leun a laeronsiou hag a zireizded. 26Farizian dall, neta da genta an diabarz euz an tas hag euz ar plad, evit ma teui ive an diaveaz da veza nêt.
27Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag henvel oc’h ouz beziou gwennet, pere a zo kaer da velet en diaveaz, mes pere a zo en diabarz leun a eskern tud varo hag a bep seurt traou brein. 28Evel‐se c’houi ive, en diaveaz a zeblant d’an dud beza just, mes en diabarz ez oc’h leun a hipocrizi hag a fallagriez. 29Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag sevel a rit beziou d’ar brofeted, hag ec’h ornit beziou ar re just;
30Hag e livirit: Mar vijemp bet en amzer hon tadou, na vijemp ket bet en em lakeat ganthe da skuill goad ar brofeted. 31Evel‐se c’houi a zo testou a‐enep deoc’h hoc’h‐unan, penaos ez oc’h bugale ar re ho deuz lazet ar brofeted. 32Ha c’houi a laka bar muzur ho tadou. 33Serpanted, raç an aered‐viber, penaos e tec’hot‐hu diouz barnedigez an ifern?
34Dre‐ze, setu, e kassan deoc’h profeted, tud fur ha Scribed; c’houi a lazo hag a grucifio lod; a skourjezo lod all en ho sinagogou, hag a bersecuto anezhe deuz an eil kear d’eben. 35Evit ma kwezo varnoc’h an holl oad just a zo bet skuilliet var an douar, adaleg goad Abel, an den just‐se, bete goad Zakari, mab Barachi, a zo bet lazet ganeoc’h etre an templ hag an aoter. 36E gwirionez hen lavaran deoc’h, kement‐se holl a gwezo var ar generation‐man.
37Jerusalem, Jerusalem, te, pehini a laka ar brofeted d’ar maro, hag a vein ar re a vez kasset d’id, na ped gwech n’em euz‐me ket c’hoanteet dastum da vugale, evel ma tastum ar iar he lapoused dindan he diou‐askel, ha n’eo ket bet fellet deoc’h. 38Setu, ho ti a ia da veza rentet dezert. 39Rag hen lavaret a ran deoc’h, n’am gwelot mui, ken na lavarfot: Benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou!