CHABISTR XXII.
1Jesus a gomzaz c’hoas outhe dre barabolennou, hag a lavaraz:
2Rouantelez an envou a zo henvel ouz eur roue pehini a reaz eured he vab; 3hag e kassaz he vevelien da c’hervel ar re a oa bet pedet d’an eured; mes ne fellaz ket dezhe dond. 4Kas a reaz adare mevelien all en eur lavaret dezhe: Livirit d’ar re a zo pedet: Va lein em euz preparet: va eujened ha va loened lard a zo lazet, ha pep tra a zo prest; deuit d’an eured. 5Mes int na rejont van e‐bed euz a gement‐se, hag ez ejont kuit, unan d’he vereri, hag eun all d’he drafic. 6Hag ar re all a grogaz en he vevelien, ho gwall‐dretaz, hag ho lazaz. 7Pa glevaz ar roue kement‐se, e savaz drouk enhan, hag o veza kasset he zoudarded di, e tistrujaz ar vuntrerien‐ze, hag e tevaz ho c’hear. 8Neuze e lavaraz d’he vevelien: An eured a zo prest, mes ar re a oa pedet ne oant ket dign. 9It eta er c’hroaz‐hentchou, ha pedit d’an eured ar re holl a gavfot. 10Hag he vevelien, o veza eat dre an hentchou, a zastumaz kement a gavjont a dud, mad ha fall, ha sal an eured a oe karget a dud pere a oa ouz taol. 11Hag ar roue, o veza eat ebarz evit gwelet ar re a oa ouz taol, a velaz eno eun den ha n’hen doa ket gwisket eur zae a eured. 12Hag e lavaraz dezhan: Va mignon, penaos oud‐de antreet aman hep kaoud eur zae a eured? Hag he‐man a choumaz serret he c’henou. 13Neuze ar roue a lavaraz d’ar vevelien: Ereit he zaouarn hag he dreid, kassit anezhan kuit, ha taolithen en devalijen a‐ziaveaz; eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign‐dent. 14Rag kalz a zo galvet, mes neubeud a zo choazet.
15Neuze ar Farizianed, o veza eat kuit, en em guzuliaz evit klask tapoud anezhan en he gomzou. 16Hag e kasjont dezhan lod euz ho diskibien gant an Herodianed, pere a lavaraz dezhan: Mestr, gouzoud a reomp penaos ez oud gwirion, ha penaos e teskez hent Doue hervez ar wirionez, hep sourcial petra vez an den, rag na zellez ket ouz apparans an dud. 17Lavar deomp eta petra a zeblant did euz an dra‐man: Ha permetet eo, pe n’hen d’eo ket, paea an taillou da Cezar? 18Mes Jesus, oc’h anaoud ho fallagriez, a lavaraz: Hipocrited ma’z oc’h! perag e tentit‐hu ac’hanoun? 19Diskouezit d’in ar pez arc’hant gant pehini e paer an taillou. Hag int a ziskouezaz dezhan eun diner. 20Hag hen a lavaraz dezhe: Imach piou, hag hano piou eo ar re‐man. 21Int a lavaraz dezhan: Euz a Cezar. Neuze e lavaraz dezhe: Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. 22Pa glevjont kement‐se e oent souezet; hag o veza lezet anezhan, ec’h ejont kuit.
23En deiz‐ze ar Saduseed, pere a lavar n’euz ket a resurrection, a zeuaz d’he gavoud, hag e rejont ar goulen‐man outhan: 24Mestr, Moises hen deuz lavaret: Mar marv unan‐benag hep bugale, he vreur a zimezo d’he intanvez, hag a zavo lignez d’he vreur. 25Hogen, bez’ e oa en hon touez seiz breur, hag ar c’henta, goude beza bet dimezet, a varvaz; hag o veza n’hen doa ket a vugale, e lezaz he vreg gant he vreur. 26Evel‐se a reaz ive an eil, an trede, beteg ar seizved. 27Goude ar re‐man holl, ar vreg a varvaz ive. 28Er resurrection eta, da behini euz ar seiz e vezo‐hi greg, rag int holl ho deuz bet anezhi?
29Mes Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: En errol emoc’h, o veza na anavezit ket ar Scrituriou, nag ar galloud euz a Zoue. 30Rag er resurrection, ar oazed na gemerint ket a c’hragez, nag ar gragez a briejou, mes beza e vezint evel elez Doue en env. 31Hag evit ar pez a zell resurrection ar re varo, n’hoc’h euz‐hu ket lennet ar pez a zo bet lavaret deoc’h gant Doue: 32Me eo Doue Abraham, Doue Isaac, ha Doue Jacob? Doue n’eo ket Doue ar re varo, mes Doue ar re veo. 33Hag ar bobl, o klevet kement‐se a oa souezet braz euz he gelennadurez.
34Ar Farizianed, o veza klevet hen doa serret ho genou d’ar Saduseed, en em assamblaz. 35Hag unan anezhe, eun doctor euz al lezen, a c’houlennaz diganthan evit hen amprouv: 36Mestr, pehini eo ar gourc’hemen braz euz al lezen?
37Jesus a lavaraz dezhan: Karoud a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, hag euz da holl ene, hag euz da holl spered. 38Hennes eo ar c’henta hag ar gourc’hemen braz. 39Ha setu aman an eil hag a zo henvel outhan: Karoud a ri da nessa evel‐d’oud da‐unan. 40Euz an daou c’hourc’hemen‐ze e talc’h an holl lezen hag ar brofeted.
41Hag ar Farizianed, o veza en em assamblet, Jesus a c’houlennaz diganthe: 42Petra a zeblant deoc’h euz ar C’hrist? Da biou ez eo mab? Int a respontaz dezhan: Da Zavid. 43Hag hen a lavaraz dezhe: Penaos eta e c’halv David anezhan, dre ar Spered, he Aotrou, en eur lavaret: An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou: 44Azez a‐zeo d’in, bete ma lakain da inimied da scabel dindan da dreid? 45Mar galv eta David anezhan he Aotrou, penaos ec’h hell hen beza mab dezhan?
46Ha den na hellaz respont eur ger dezhan; hag adaleg an devez‐ze den na gredaz ken hen interroji.