CHABISTR IX.
1Evel ma oa Jesus o tremen, e velaz eun den hag a oa dall abaoe he c’hinivelez. 2Hag he ziskibien a c’houlennaz diganthan: Mestr, piou hen deuz pec’het, pe an den‐man, pe he dad, pe he vam, pa’z eo deuet dall var an douar? 3Jesus a respontaz: N’eo ket ma hen defe he‐man pec’het, nag he dad nag he vam ken neubeud; mes kement‐se a zo c’hoarvezet evit ma vezo diskouezet oberou Doue enhan. 4Red eo d’in, e‐pad ma’z eo deiz, ober œuvrou an hini hen deuz va digasset; an noz a zeu, en pehini na hell den labourat. 5E‐pad ma’z oun er bed, ez oun goulou ar bed.
6Goude beza lavaret kement‐se, e cranchaz d’an douar, hag e reaz fank gant he granch, hag e frotaz daou‐lagad an den dall gant ar fank‐se, 7hag e lavaraz dezhan: Kea, hag en em walc’h e lenn Siloe (ar pez a zinifi Kasset). Mond a reaz eta hag en em walc’haz, hag ez eaz ac’hane o velet sclear. 8Hogen, an amezeien hag ar re ho doe gwelet diagent penaos e oa dall, a lavare: Ha n’e ket he‐man eo an hini a oa azezet, hag a c’houlenne an aluzen? 9Darn a lavare: Hennes eo; darn all: Henvel eo outhan; hen he‐unan a lavare: Me eo. 10Lavaret a rejont eta dezhan: Penaos eo bet digoret d’id da zaou‐lagad? 11Hen a respontaz: Eun den a c’halver Jesus hen deuz great fank, hag hen deuz frotet va daou‐lagad, hag hen deuz lavaret d’in: Kea da lenn Siloe, hag en em walc’h enhi. Eat oun bet eta hag ez oun en em walc’het, hag e velan sclear. 12Ar re‐man a lavaraz dezhan: Pe leac’h ema an den‐ze? Hen a lavaraz: Na ouzon ket.
13Kas a rejont d’ar Farizianed an hini a oa bet dall. 14Hogen, deiz ar sabbat e oa, pa hen doa Jesus great ar fank, ha pa hen doa digoret he zaou‐lagad dezhan. 15Ar Farizianed eta a c’houlenne ive diganthan penaos hen doa kavet ar gwelet. Hag hen a lavaraz dezhe: Lakeat hen deuz fank var va daou‐lagad, hag ez oun en em walc’het, hag e velan. 16Neuze darn euz ar Farizianed a lavare: An den‐ze n’eo ket a‐beurz Doue, pa’z eo gwir na vir ket ar sabbat. Darn all a lavare: Penaos ec’h helfe eun den fall ober eur seurt burzudou? Ha n’en em glevent ket etrezhe. 17Lavaret a rejont eta adare d’an dall: Ha te, petra a leverez‐te euz anezhan, pa hen deuz digoret d’id da zaou‐lagad? Hen a respontaz: Eur profet eo.
18Mes ar Judevien na gredjont ket e oa bet dall an den‐ze, hag hen doa kavet ar gwelet, ken ho doe galvet he dad hag he vam. 19Hag e c’houlenjont diganthe evelhen: Hag he‐man eo ho mab, pehini a livirit a zo deuet dall var an douar? Penaos eta ez eo deuet da velet breman? 20He dad hag he vam a respontaz: Gouzoud a reomp ez eo hor mab, hag ez eo ganet dall; 21mes ne ouzomp ket penaos e vel breman, na piou hen deuz digoret he zaou‐lagad dezhan. En oad ema, goulennit diganthan, komz a rai evithan he‐unan.
22He dad hag he vam a lavaraz kement‐se, abalamour m’ho doa aoun rag ar Judevien; rag ar Judevien ho doa dija decidet, mar teuje unan‐benag da anzav e oa Jesus ar C’hrist, e vije taolet er meaz euz ar sinagog. 23Abalamour da ze eo e lavaraz he dad hag he vam: En oad ema, goulennit diganthan.
24Gervel a rejont eta evit an eil gwech an den a oa bet dall, hag e leverjont dezhan: Rent gloar da Zoue, ni a oar penaos an den‐ze a zo eur pec’her. 25Hen a respontaz: Ne ouzon ket hag hen a zo eur pec’her; gouzoud a ran eun dra; penaos e oann dall, hag e velan breman. 26Lavaret a rejont c’hoas: Petra hen deuz‐hen great d’id? Penaos hen deuz‐hen digoret da zaou‐lagad d’id? 27Hen a respontaz dezhe: Hen lavaret em euz deoc’h dija, ha n’hoc’h euz‐hu ket selaouet? Perag e fell deoc’h klevet a‐nevez? Ha c’hoant hoc’h euz‐hu ive da zond da veza diskibien dezhan?
28Neuze e troug‐komzjont diouthan, hag e leverjont: Te eo a zo diskibl dezhan, evidomp‐ni a zo diskibien Moises. 29Ni a oar hen deuz komzet Doue ouz Moises; mes, evit he‐man, na ouzomp ket a be leac’h eo. 30An den a respontaz: Eun dra souezus braz eo ne ouefec’h ket a be leac’h ez eo; hag hen hen deuz digoret d’in va daou‐lagad! 31Hogen, gouzoud a reomp penaos Doue na zelaou ket an dud fall; mes mar deu unan‐benag da henori Doue, ha da ober he volontez, Doue a zelaou anezhan. 32Biskoas n’eo bet klevet hen defe den digoret he zaou‐lagad da eun den ganet dall. 33Ma na vije ket hennes a‐beurz Doue, na hellje ober netra. 34Respont a rejont dezhan: Te a zo ganet holl er pec’hed, hag e teuez d’hor c’helen! Hag e taoljent anezhan er meaz.
35Jesus a glevaz ho doa hen taolet er meaz, hag o veza en em gavet ganthan, e lavaraz dezhan: Ha credi a rez‐te en Mab Doue? 36Hen a respontaz: Piou eo‐hen, Aotrou, evit ma credin enhan? 37Ha Jesus a lavaraz dezhan: Gwelet ec’h euz anezhan, hag hen eo a zo o komz ouzid. 38Neuze e lavaraz: Aotrou, credi a ran, hag en em brosternaz dirazhan.
39Ha Jesus a lavaraz: Deuet oun er bed‐man evit eur varnedigez; evit ma velo ar re na velont ket, ha ma teuio ar re a vel da veza dall. 40Hag hinienou euz ar Farizianed a oa ganthan, a glevaz kement‐se hag a lavaraz dezhan: Ha ni, ha dall omp‐ni ive? 41Jesus a lavaraz dezhe: Ma vijec’h dall, n’ho pije ket a bec’hed; mes c’houi a lavar breman: Ni a vel; hag abalamour da ze ho pec’hed a choum.