CHABISTR X.
1E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini na antre ket dre an nor e kraou an denved, mes a ia dre eul leac’h all, a zo eul laer hag eun torfetour. 2Mes an hini a antre dre an nor eo mesaer an denved. 3Ar porzier a zigor dezhan, hag an denved a glev he vouez; gervel a ra he zenved he‐unan dre ho hano, hag e kas anezhe er meaz. 4Ha pa hen deve digasset er meaz he zenved he‐unan, e vale araog dezhe, hag an denved a heul anezhan, rag anaoud a reont he vouez. 5Mes na heullint ket eun estranjour; er c’hontrol, pellaad a raint diouthan, rag ne anavezont ket mouez an estranjourien.
6Jesus a lavaraz dezhe ar barabolen‐ze; mes na gomprenjont ket euz a betra e komze dezhe.
7Jesus eta a lavaraz dezhe c’hoas: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: 8Me eo dor an denved. Ar re holl a zo bet deuet araog d’in, a zo laeron ha torfetourien, mes an denved n’ho deuz ket ho zelaouet. 9Me eo an nor; mar deu unan‐benag da antren dreizoun‐me, e vezo salvet; antren a rai, ha mond a rai er meaz, hag e kavo peuri. 10Al laer na zeu nemed da laerez, da laza ha da zistruja; me a zo deuet, evit ma kavo va denved ar vuez, ha ma vezint e‐kreiz an abondans. 11Me eo ar mesaer mad; ar mesaer mad a ro he vuez evit he zenved. 12Mes ar mevel, pehini n’ed eo ket ar mesaer, ha n’eo ket an denved dezhan, a vel ar bleiz o tond, a lez eno an denved hag a dec’h kuit; hag ar bleiz a gas ganthan an denved, hag ho disparti holl. 13Ar mevel a dec’h kuit, abalamour ma’z eo mevel, ha ma n’hen deuz ket a zourci euz an denved. 14Me eo ar mesaer mad; anaoud a ran va denved, hag anavezet oun ganthe, 15evel ma c’hanavez va Zad ac’hanoun, hag evel ma c’hanavezan va Zad; hag e roan va buez evit va denved. 16Bez’ em euz denved all ha n’emaint ket er vanden‐man; red eo d’in ho c’herc’hat ive; hag e selaouint va mouez, ha ne vezo nemed eur vanden hag eur mesaer hep‐ken. 17Setu perag e kar va Zad ac’hanoun; abalamour ma roan va buez, evit he c’hemeret a‐nevez. 18Den na lam anezhi diganen, mes me a ro anezhi ac’hanoun va‐unan; ar galloud em euz d’he c’huitaad, hag ar galloud d’he c’hemeret a‐nevez; an urz‐man em euz bet digant va Zad.
19Neuze e savaz a‐nevez eun disput e‐touez ar Judevien, abalamour d’ar c’homzou‐ze. 20Ha kalz anezhe a lavare: Eun diaoul a zo ganthan, ha n’ema ket en he skiant vad; perag e selaouit‐hu anezhan? 21Darn all a lavare: Ar re‐ze n’int ket komzou eun den possedet gant eun diaoul. Daoust hag eun diaoul a hell digeri daou‐lagad ar re dall?
22Hogen, en amzer‐ze e oat o celebri e Jerusalem gouel an Dedi, hag ar goanv a oa o ren.
23Evel ma oa Jesus o vale en templ, e porched Salomon, 24ar Judevien en em zastumaz en dro dezhan, hag a lavaraz dezhan: Pegeit e talc’hi‐te hor spered en douetans? Mar d’oud ar C’hrist hen lavar freaz deomp.
25Jesus a respontaz dezhe: Hen lavaret em euz deoc’h, ha na gredit ket; an oberou a ran en hano va Zad a rent testeni ac’hanoun. 26Mes c’houi na gredit ket, rag n’oc’h ket euz va denved, evel ma em euz lavaret deoc’h. 27Va denved a glev va mouez, ha me a anavez anezhe, hag int a heul ac’hanoun. 28Rei a ran dezhe ar vuez eternel, ha biken ne vezint kollet, ha den n’ho dilammo euz va dorn. 29Va Zad, pehini hen deuz ho roet d’in, a zo brassoc’h eged an holl; ha den na hell ho dilemmel euz dorn va Zad. 30Me hag an Tad a zo unan.
31Neuze ar Judevien a gemeraz adare mein evit meina anezhan. 32Ha Jesus a lavaraz dezhe: Meur a ober mad em euz great dirazoc’h a‐beurz va Zad; evit pehini anezhe e veinit‐hu ac’hanoun? 33Ar Judevien a respontaz dezhan: N’e ket evit eun ober mad eo e veinomp ac’hanoud, mes evit eur blasphem, hag abalamour, o veza eun den, en em rez Doue. 34Jesus a respontaz dezhe: Ha n’eo ket scrivet en ho lezen: Lavaret em euz: C’houi a zo doueou? 35Mar he deuz galvet doueou ar re da bere e teue ger Doue (hag ar Scritur na hell ket beza dianzavet), 36ha lavaret a rit‐hu e vlaspheman, ha me bet santifiet gant va Zad ha digasset er bed, abalamour ma em euz lavaret: Me eo Mab Doue? 37Ma na ran ket oberou va Zad, na gredit ket ac’hanoun. 38Mes mar gran anezhe, ha pa na gredfec’h ket ac’hanoun, credit d’am oberou, evit ma c’hanavezot ha ma credot ema an Tad enoun ha me enhan.
39Klask a rent eta c’hoas cregi enhan; mes mond a reaz euz tre ho daouarn.
40Hag ez eaz a‐nevez en tu all d’ar Jourdan, el leac’h ma oa Ian o vadezi da genta; hag e choumaz eno. 41Ha kalz a zeuaz d’he gavoud, hag e lavarent: Ian, evit gwir, n’hen deuz great miracl e‐bed; mes kement hen deuz lavaret Ian divarben he‐man a zo gwir. 42Ha kalz a gredaz enhan eno.