CHABISTR I.
1Jakes, servicher Doue hag an Aotrou Jesus‐Christ, d’an daouzec tribu a zo disperset, salud!
2Breudeur, kemerit evel eur sujet a joa vraz an tentationou a c’hoarvez ganeoc’h, 3o c’houzout penaos an amprouv euz ho feiz a zigas ar batianted. 4Mes ra zeuio ar batianted da ziskouez eur galloud parfet, evit ma veot parfet hag accomplisset, o veza ne vanko netra deoc’h.
5Ha mar d’euz unan‐benag ac’hanoc’h hag a vank furnez dezhan, ra c’houlenno digant Doue, pehini a ro d’an holl gant largentez, direbech, hag e vezo roet dezhan. 6Mes ra c’houlenno gant feiz, hep kaoud douetans; rag an hini hen deuz douetans, a zo henvel ouz eun tarz‐mor a vez hijet gant an avel ha taolet aman hag ahont. 7Ne dalv ket ar boan eta da eun hevelep den beza en gortoz da gaoud eun dra‐benag digant an Aotrou. 8An den a choum he galon etre daou sonj, a zo valiant en he holl hentchou.
9Ra zeui ar breur a stad izel d’en em c’hlorifia, pa’z eo bet huelleet, 10hag an hini pinvidic, pa’z eo bet izelleet, rag tremen a rai evel bleun ar yeot. 11Rag an heol a zo savet en he nerz, hag hen deuz dizec’het al louzaouen, hag he bleun a zo deuet da gweza, hag he gened kaer a zo tremenet; evelse e teui an den pinvidic da wenvi en he hentchou.
12Eürus an den a c’houzanv an dentation; rag pa vezo bet amprouvet, e recevo ar gurunen a vuez prometet gant an Aotrou d’ar re a gar anezhan. 13Diwallit na zeufe den da lavaret pa vez tentet: Doue eo a dent ac’hanoun; rag Doue na hell ket beza tentet gant an drouk, hag hen he‐unan na dent den e‐bed. 14Mes pep hini a vez tentet pa vez douget ha sklejet gant he wall‐c’hoant he‐unan. 15Neuze pa hen deuz ar gwall‐c’hoant concevet, e teu da c’henel ar pec’hed; ha pa vez peur‐c’hreat ar pec’hed, he‐man a zigas ar maro. 16Diwallit d’en em drompla, va breudeur muia‐karet: 17Pep gras vad ha peb donezon barfet a zeu euz an env, hag a zisken digant Tad ar sclerijen, en pehini na vez chenchamant e‐bed nag an disterra apparans a chenchamant. 18Hon c’hrouet hen deuz hervez he volontez, dre ar gomz euz ar wirionez, evit ma vezimp evel ar frouez‐kenta euz he grouadurien.
19Dre‐ze, va breudeur muia‐karet, ra vezo pep den pront da zelaou, gorrec da gomz, gorrec da vond en coler; 20rag coler an den na ra ket ar pez a zo just dirag Doue. 21Rag‐se, o lemmel divarnoc’h peb hudurnez hag ar gwall‐valis, recevit gant dousder ar ger a zo plantet enoc’h, hag a hell savetaad hoc’h eneou. 22Lakit ar ger en pratic, ha n’en em gontantit ket d’hen selaou, oc’h en em drompla hoc’h‐unan gant rezoniou faoz. 23Rag mar d’euz unan‐benag hag a zelaou ar ger, ha n’ hen laka ket en pratic, ez eo henvel ouz eun den hag a zell ouz he vizach naturel en eur mellezour; 24ha pehini, goude beza sellet outhan he‐unan, a ia kuit, hag a ankounac’ha kerkent pe seurt den e oa. 25Mes an hini hen devezo sellet piz el lezen barfet, el lezen al liberte, hag hen devezo kendalc’het enhi, o practica an œuvrou, e‐leac’h beza eur selaouer ankounac’haüs, hennes a vezo eürus er pez hen devezo great. 26Mar sonj da unan‐benag en ho touez ez eo eun den a relijion, pa ne zalc’h ket he deod bridet, mes pa drompl he galon he‐unan, religion an den‐ze a zo hep talvoudegez. 27Ar religion bur ha didarch dirag Doue hon Tad, eo bizita an orphelined hag an intanvezed en ho affliction, hag en em viret didarch euz a gorruption ar bed.