CHABISTR II.
1Diwallit na zeufe, va breudeur, ar feiz hoc’h euz en hon Aotrou Jesus‐Christ glorifiet, da zellet ouz apparans an dud. 2Rag, mar deu eun den da antren en hoc’h assamble, gant eur oalen aour ha dillad kaer, ha mar deu ive eun den paour gant dillad dister; 3ha mar deuit, oc’h ober stad ouz an hini hen deuz dillad kaer, da lavaret dezhan: Te, azez aman, gant henor; ha mar lavarit d’an hini a zo paour: Choum aze, te, en da za, pe azez aman e‐traon scabel va zreid; 4ha na rit‐hu ket a zifferans enoc’h hoc’h‐unan, ha n’oc’h‐hu ket deuet da veza barnerien hag ho deuz sonjezonou fall? 5Selaouit, va breudeur muia‐karet; ha n’hen deuz ket Doue choazet ar beorien euz ar bed‐man da veza pinvidic er feiz hag heritourien euz ar rouantelez hen deuz prometet d’ar re a gar anezhan? 6C’houi, er c’hontrol, a ra disprij var ar paour. Ha n’e ket ar re binvidic eo a wask ac’hanoc’h hag ho trein dirag an tribunaliou? 7Ha n’e ket int eo a wall‐gomz an hano kaer a zo bet galvet varnoc’h? 8Ma c’haccomplissit al lezen royal, hervez ar Scritur: Karoud a ri da nessa evel‐d’oud da‐unan, e rit mad; 9mes mar sellit ouz apparans an dud, e rit eur pec’hed, o veza ma tiskouez, sclear al lezen e torrit ar gourc’hemen. 10Rag piou‐benag hen devezo miret al lezen pen‐da‐ben, mar deu da bec’hi var eur poent hep‐ken, a zeu da veza coupabl euz an holl. 11Rag an hini hen deuz lavaret: Na ri ket a avoultriach, hen deuz lavaret ive: Na lazi ket. Hogen, mar na rez ket a avoultriach, mes mar deuez da laza, ec’h euz torret al lezen. 12Komzit eta, hag en em gomportit evel tud hag a vezo barnet dre lezen al liberte. 13Rag ar varn a vezo didruez var an hini n’hen devezo ket bet a druez; mes an drugarez n’he deuz aoun e‐bed rag ar varn.
14Va breudeur, petra a dalvezo da eun den lavaret hen deuz ar feiz, mar n’hen deuz ket an oberou? Daoust hag ar feiz‐ze a hell hen sauvetaad? 15Ha mar ema eur breur pe eur c’hoar en noaz, ha mar mank dezhe ar boued pemdeziec, 16ha mar deu unan‐benag ac’hanoc’h da lavaret dezhe: It en peoc’h, tommit ha debrit ho kwalc’h, ha mar na roit ket dezhe an traou a zo red evit ar c’horf, da betra e servich kement‐se? 17Evel‐se ive e c’hoarvez evit ar feiz, mar n’he deuz ket an oberou, ez eo maro enhi he‐unan. 18Mes unan‐benag a lavaro: Te ec’h euz ar feiz, ha me em euz an oberou. Diskouez d’in da feiz dre da oberou, ha me a ziskouezo d’id va feiz dre va oberou. 19Te a gred ez euz eun Doue hep‐ken, mad a rez; an drouk‐sperejou hen cred ive, hag e krenont. 20Mes, O den ven! ha te a fell d’id gouzout penaos ar feiz heb an oberou a zo maro? 21Ha na oe ket Abraham, hon tad, justifiet dre an oberou, pa offraz he vab Isaac var an aoter? 22Ha ne velez‐te ket e laboure ar feiz assambles gant he oberou, hag ez eo dre an oberou e oe rentet ar feiz parfet? 23Hag evel‐se e oe accomplisset ar pez a lavar ar Scritur: Abraham a gredaz da Zoue, hag e oe countet kement‐se dezhan evit justis, hag e oe galvet mignon da Zoue. 24Gwelet a rit eta penaos an den a zo justifiet dre an oberou, ha n’e ket dre ar feiz hep‐ken. 25Er memeus doare ive, ha na oe ket Rahab, ar gourtizanez, justifiet dre an oberou, pa roaz digemer d’ar gannaded, hag e reaz dezhe mond er meaz dre eun hent all? 26Rag evel ma’z eo maro ar c’horf heb an ene, evel‐se, ive ar feiz heb an oberou a zo maro.